Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/211

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
LEVR AR C’HENELIEZ.

ma, ken nec’het, ker melkoniet, ken enkrezet a bep-tu, ha koulzkoude ken dellezek da veza pardounet. Ar spered santel a oar manevik pennekaat eunn drajedien, ha skei he daol-micher. Ma en divije Jozeph en em roet da anaout d’he vreudeur ar weach genta ma oant deut d’ann Ejipt, n’hor bije ket bet ar blijadur da welout ho c’hemm-vuez ; na vijemp ket bet testou euz ho glac’har da veza bet ken dinatur e kenver Jozeph, ha n’hor bije ket gwelet doareou-mad ho c’haloun e kenver ho zad hag ho breur Benjamin. Hogen brema netra na vir na ve parfet ar joa hag ar blijadur enn eil tu hag enn egile. Jozeph na hell mui arvari war chenchamant he vreudeur, hag he vreudeur n’ho deuz mui leac’h da gaout aoun ebed rak he c’halloud, na rak he venjanz. Evel-se na welomp a-bep tu nemet daelou a deneridigez, briaterez stard ha karantezuz, komzou dous, hag iskuz evit ar re a zo bet kabluz.

N’euz forz peger kaer eo ar gevren-ma euz a vuez Jozeph, n’e d-eo koulzkoude nemed eur skeud euz a eunn dra kaeroc’h mil gweach. Ardamezet pe merket hon euz dija meur a henveledigez e-tre Jozeph ha Jezuz-Krist. Kendalc’homp d’ho lakaat c’hoaz kenver-ha-kenver, hag e welimp traou souezuz meurbed.

Map Doue, en em c’hreat den, a zo bet hor breur, hag henvel ouz-omp e pep tra, nemet dre ar pec’hed. Mad ! he Werzet hon euz dre hor pec’hejou ; he gaset hon euz er meaz euz ar vro-ma dre eur maro kriz ; ha pep tra neuze a zo bet roet d’ezhan gant he dad enn env ha war ann douar, evel ar priz euz he boaniou, hag ar paë enz he vertusiou. Tenzoriou ann Ejipt, pe ann env, a zo holl dindan he zourn, ha mad ebed n’a vezo roet d’e-omp, nemet gant he drugarez. Pa vezimp bet amprouet enn draounien-ma a zaelou, evel bugale Jakob e traounien Hebron, pa hor bezo paet hor fallagriez hag hon ingrateuri, dre ann naoun hag ar sec’hed, dre ann drubuill hag ann doujanz, ez aimp ivez d’hor gwir Ejipt da glask soulach ha frealzidigez. Na souezet a vezo neuze meur a bec’her (plijet gant Doue e vemp enn ho zouez) na souezet e vezint-hi, o welout, oc’h anaout eno ar breur-ze ho devoa gwerzet, ha dismeganset er penn kenta euz ho buez ? Mes Jezuz-Krist gand eunn dremm laouen ha mad, a lavaro d’ez-