Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/212

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
LEVR AR C’HENELIEZ.

ho : Tostait hardis ouz-in, n’ho pezit nag aonn na melkoni, deuet ounn ama enn ho raok evit mirout-na vijac’h kollet ; deuet ounn da aoza leac’hiou d’e-hoc’h ; ne ket ar pez hoc’h euz great em c’henver eo en deuz ma digaset ama ; hogen ioul va Zad, hag he garantez evit ann dud ; meulit-hen, ha leveromp holl war eunn dro : Bennoz ha gloar, furnez ha trugarez, enor galloud ha nerz d’hon Doue, a gantved da gantved epad ann holl eternite. Evel-se bezet great. (Apok. 7. 12.)




PENNAD XLVI.


Jakob a ia d’ann Ejipt.


1. Israel eta en em lekeaz enn hent gant kement mad en devoa ; hag a zeuaz bete puns al le ; o veza great eno eur zakrifis da Zoue he dad Izaac,

2. E klevaz anezhan, enn eur welidigez epad ann noz, oc’h he c’hervel, hag o lavarout : Jakob, Jakob ! Hag hen a respontaz : Chetu me ama.

5. Doue a lavaraz d’ezhan : Me eo ann holl-c’halloudek, Doue da dad ; n’ez pez ket aoun, diskenn enn Ejipt, rak eur bobl braz a likiinn da zevel eno diouz-id.

4. Me a ziskenno di gan-ez, ha me ta zigaso kuit ac’hano, pa zistroi ; ha Jozeph gant he zaouarn he-unan a zarro d’id da zaoulagad.

5. Jakob a guitaaz eta puns al le ; he vipien hel lekeaz, hen, he vugale vihan, hag ar gragez war ar c’hirri en devoa digaset Pharaon da gerc’hat ar c’hoziad,

6. Ha kement mad en devoa e douar Kanaan, hag e teuaz d’ann Ejipt gant he holl lignez.

7. He vipien, hag he vugale vihan, he verc’hed ha kement hini a oe ganet anezhan.