Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/213

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
LEVR AR C’HENELIEZ.


(Ama en em gaf hanoiou bugale Jakob pere a zeuaz gant-han d’ann Ejipt. Rumad Lia a rea ho-unan tri den ha tregont. Tud Zelpha, matez Lia, c’houezek den. Tud Rachel, enn eur gounta daou vap Jozeph enn Ejipt, pevarzek den. Tud Bala, matez Rachel, seiz den. Enn boll, dek den ha tri ugent.)

28. Hogen Jakob a gasaz enn he raok Judaz da gavout Jozeph, da lavarout d’ezhan ec’h arrue, evit ma teuje Jozeph war he arbenn betek Jesen.

29. Pa oe arruet Jakob eno, Jozeph a sternaz he garons hag a zeuaz war arbenn he dad betek al leac’h-ze ; ha kentiz ma her gwelaz, en em daolaz e kerc’hen he c’houzouk, hag oc’h he starda etre he zivreac’h, e welaz.

30. Hag he dad a lavaraz da Jozeph : Brema e varvinn laouen, pa’m euz ta welet eur weach c’hoaz, ha pa choumez beo war va lerc’h.

31. Jozeph a lavaraz d’he vreudeur, ha da holl dud he dad : Me ia da gas kelou da Pharaon, ha da lavarout d’ezhan : Va breudeur, ha lignez va zad pehini a oa e douar Kanaan, a zo deuet daved-oun.

32. Meserien denved int, hag ho micher eo sevel tropellou. Digaset ho deuz gant-ho ho denved, ho zaout, ha kement mad ho devoa.

33. Pa viot galvet gant Pharaon, ha pa lavaro d’e-hoc’h : Pe seurt micher hoc’h eus-hu ?

34. C’houi a responto : Meserien omp, ni ho servicherien, a-dalek hor bugaleach bete vrema, ni hag hon tud enn hor raok. Ann dra-ze a leverot, evit ma hellot choum e douar Jesen ; rak ann Ejipsianed a argarz ann holl veserien denved.