Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/215

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
LEVR AR C’HENELIEZ.

lon ouz ann douar. Al levenez a zigouez e kentel, evit mirout na gollfent kalon dindan ho beac’h. Talvoudek eo bet da Jakob beza dioueret he vap Jozeph, e-pad eur pennad amzer, anez kement-ze e vije maro gant ann naoun. Talvoudek eo bet da Jozeph beza bet dispartiet diouc’h he dad, pa’z eo gwir ann disparti-ze a zo bet ar penn kaoz euz he c’hloar. Ha dic’haouet int bet ann eil hag egile dre ar joa bep he far, d’en em welout c’hoaz eur weach ; ha da veva zoken seitek vloaz enn eul lod. Pa viot euruz, livirit : N’e bado ket pell ; pa viot reuzeudik, livirit : N’e bado ket ato !




PENNAD XLVII.


Jozeph a gas he dad da gavout Pharaon.


1. Hogen Jozeph, o vont da balez Pharaon, a gasaz kelou d’ezhan, enn eur lavarout : Va zad ha va breudeur, gant ho denved hag ho zaout, ha kement mad ho deuz, a zo arruet euz a zouar Kanaan, choumet int enn ho zao e douar Jesen.

2. Digas a reaz ivez dirak Pharaon pemp euz he vreudeur, ar re zisterra, war m’her c’hreder.

5. Hag ar roue a choulennaz digant-ho : Pe seurt micher hoc’h eus-hu ? Respont a rejont : Meserien denved omp, ni ho servicherien , ni hag hon tud koz enn hor raok.

4. Deuet omp da dremen eur pennad amzer enn ho pro, rak n’ez euz mui a beuri evit tropellou ho servicherien, dre’n abek d’ar gernez a ia bepred war gresk e douar Kanaan ; hag ho pedi a reomp da rei urz ma choumo ho servicherien e douar Jesen.

5. Ar roue a lavaraz eta da Jozeph : Chetu deuet da dad ha da vreudeur daved-oud ;