Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
LEVR AR C’HENELIEZ.


Diskoues a ra da Pharaon ar re zisterra enz he vreudeur, gant aoun na zeuche ar roue, o welout enn ho zouez tud kre hag ampart, d’ho derc’hel enn he balez evit he zervich, pe d’ho c’has d’he arme, war zigarez enori Jozeph. Ha neuze e vijent bet tentet da zilezel ho stad a veserien, da gwitaat marteze ho relijion, ha d’en em staga ouc’h eur vro e pehini ne oant koulzkoude nemet evel tremenidi. Euz ann tu all, Pharaon o welout e breudeur Jozeph, tudigou dister ha dineuz, na lakaje ket kement a vann, pa glevche divezatoc’h pegement e kreskent e niver hag e madou.

Jozeph a lekeaz da dallout ann anaoudegez en devoa roet Doue d’ezhan euz ann traou da zont, nann evit revina ar bobl, tenna digant-han he vadou, hag hel lezel neuze war netra ; mes evit hen digas sioul ha sentuz ouc’h gouarnamant eur roue mad ; hag hen ober dre gement-ze eurusoc’h mil gweach eget pa en em ravolt enep he vistri koz, evit klask eul liberté gaouiadez ha divergoun. Pa oe deuet ar mare, e taskoraz d’ezho ho douarou, ho c’hezek, ho loened, ha kement ho devoa ezomm evit ho labourou, ha na c’houlennaz, evit gwir ar roue, nemet ar bempved euz ho zrevad. Evel se ar bobl oc’h en em welout tretet gant kement a vadelez, a respontaz : hor zalver oc’h hag hon tad, bezit ato aotreuz enn hor c’henver, hag e servichimp ar roue gant pep seurt laouenedigez.

Ar respont a reaz Jakob da Pharaon, pa c’houlennaz hema digant-han he oad, a zo brudet meurbed e-tre ar c’homzou nobl ha kenteliuz. Deisiou va firc’hirinded, eme-z-han, a zo dek vloaz ha c’houec'h-ugent, devesiouigou berr ha fall, ha na daosteont ket ouc’h devesiou va zud-koz, pa zint bet ho-unan pirc’hirined war ann douar. Kant tregont vloaz a oa nebeut a dra da Jakob e kichen buesiou hir ar batriarched kenta. Meur a gant vloaz e vevent, ha koulzkoude n’e oant, war ho meno, nemet dianveziaded ha tremenidi. Loja a reent dindan teltou, evel beachourien da bere na dal ket ar boan sevel tiez. Ni a vev tri-ugent vloaz, pevar-ugent d’ann holl, hag e savomp palesiou, evel pa na dlefemp bikenn ho c’huitaat. Gant pere ema ar gwir ? gant pere ar gaou ?

Jakob a lavar eo bet he zevesiou fall, da lavarout eo devesiou a boan hag a drevel. Allaz ! holl emaomp er giz-ze. Ann den eurusa war ann douar eo ann hini enn deuz ann nebeuta