Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
LEVR AR C’HENELIEZ.


Kerkent ha ma ho pezo debret diout-hi e varfot. — Mervel a reot euz a varo ar c’horf hag euz a varo ann ene. Maro ar c’horf eo he zisparti diouc'h ann ene ; ha maro ann ene eo he zisparti diouc’h Doue. Hogen ann eil hag egile a dlie beza gwanerez Adam mar bije dizent ouz he grouer.

Doue a zigasaz da Adam eur c’housk kaled. — Ann traou munud a lavar d’e-omp ar skritur sakr diwarbenn aozidigez hor mamm genta, a zo leun a visteriou. Adam a zo trec’het gand eur c’housk kalet,eme Sant-Aogustin, evit ma vezo tennet anezhan Heva, hor mamm hervez ann natur ; Jezuz-Krist a varv war ar groaz, evit ma vezo tennet anezhan he iliz, hor mamm hervez ar feiz. E pad ma’z eo kousket Adam, Doue a denn eunn askorn euz he gostez da ober hor mamm genta ; e-pad ma’z eo Jezuz maro war ar groaz, eunn taol goaff a zigor he gostez, euz a behini e tired dour ha goad, danvez ar zakramanchou pere a dlie santifia he iliz, hag he lakaat e stad da veza he wir bried.

Chetu aze brema askorn euz va eskern ha kig euz va c’hig. — Da lavarout eo : houma vad neket ec’hiz ann anevaled-ze dishenvel ouz-in a gorf hag a ijin. Savet eo gant va c’hig ha va eskern, evit beza va eil, va c’honfort ha va muia-karet. Doue o welont eunn hevelep drid-kaloun, a lavaraz : mad ! Ann den a zileso he dad hag he vamm, evit derc’hel-mad d’he bried ; ha ne raint ho daou nemet eur c’horf hep ken. Pevar mil vloaz war lerc’h, Map Doue a lavaraz d’he dro, o komz euz ar briedelez ; evel se ne d-int mui daou, mes eur c’horf hep ken ; arabat eo eta d’ann den dispartia ar pez en deuz Doue liammet ker stard. Chetu a-ze institusion, santelez ha gloar ar briedelez kristen. Galloud ebet war ann douar na hell dispartia daou zen, eur weach eureujet ; me lavar, ho dispartia, enn hevelep fesoun ma vent dieub da ober eunn dimizi all. Chetu penaoz e tle beva ar priejou kristen ; ne reont nemet eur c’horf hep ken, n’hellont ket eta anaout korvou all. Ne dleont kaout ken nebeut nemed eur galoun hag eunn ene, dre ho unvaniez gwirion hag ho c’harantez peur-baduz.


————