Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/220

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
LEVR AR C’HENELIEZ.

a drubuillou, rak eunn den dizamm a groaz neket ganet c’hoaz. Ar zantella, ar pinvidika tiegesiou ho deuz ho lod kroasiou da zougen. Eunn tad mesvier, eur c’hrouadur direoll e touez dek hag a zo mad, a zo awalc’h evit ampoezoni peoc’h hag eurusted ar c’haera tiegez. Doue a bermet ann traou-ze, evit amprou he dud choazet, hag evit mirout na stakent re ho c’halonou ouc’h ann douar. Evel-se ar bed-ma a zo bepred evit-ho eunn draounien a zaelou, dre behini e renker tremen evit arruont er joauzted eternel.

Er fin, prederiomp c’hoaz eur weach, pebez konfort a oe d’ar batriarched santel beza douareet e besiou ho zud-koz, hag e touez ho c’herent, kerkent ha ma touaz Jozeph d’he dad ne vankje ket ann eur-vad-ze d’ezhan, Jakob a droaz ouc’h penn he wele da adori Doue ha d’he drugarekaat, prest da vervel pa garje.




PENNAD XLVIII.


Jakob a vennig Ephraïm ha Manasé


1. Goude ann traou-ze holl, e teujeur da lavarout da Jozeph e oa klanv he dad. Jozeph, o kemerout he zaou vap, Manase hag Ephraïm, a ieaz raktal d’he gavout.

2. Lavaret a oe d’ann hini koz : Chetu ho map Jozeph deuet d’ho kwelout. Jakob o tastum he holl nerz a zavaz enn he goazez war he wele.

3. Hag a lavaraz da Jozeph pa oe deuet enn he gichen : Ann Doue holl c’halloudek en deuz en em ziskouezet d’in e Luza, pehini a zo e douar Kanaan, hag en deveuz ma benniget,

4. Eun eur lavarout : Me rei d’id kreski hag eleiza ; me lakaï da zevel ac’hanoud eunn niver braz a voblou ; me roi d’id ann douar-ma da zerc’hel evit bikenn, ha d’az wenn enn da c’houde.