Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
LEVR AR C’HENELIEZ.

war benn Ephraïm ar iaouanka euz ann daou vreur, hag e zourn kleiz war benn Manasé, pehini a oa ar c’hosa, enn eur lakaat he zivreac’h e kroaz.

15. Ha Jakob o venniga bugale Jozeph, a lavaraz : Ann Doue dirak pehini ho deuz kerzet va zadou Abraham hag Izaak, ann Doue pehini en deuz va maget a-dalek va iaouankiz beteg hirio,

16. Ann Eal pehini en deuz va miret a bep drouk, ra vennigo ar vugale-ma ! Ra zougint va hano-me, hag hini va zadou Abraham hag Izaak ! ra zavo anezho eunn niver braz a dud war ann douar !

17. Hogen Jozeph o welout en devoa he dad lekeat he zourn deou war benn Ephraïm, a oe garv gant-han, hag enn eur gregi e dourn he dad, e klaskaz he zevel divar benn Ephraïm, hag e gas war benn Manase.

18. Hag e lavaraz d’he dad : Ne ket er c’hiz-ze eo, va zad, rak he-ma eo ar map hena, likit eta ho tourn deou war he benn.

19. Jakob o terc’hel mad ato, a lavaraz : Her gouzout a rann, va map, her gouzout a rann ; hema, evit gwir, a vezo tad da veur a gefiad tud ; he wenn a ielo bepred war gresk ; mes he vreur iaouanka a vezo brasoc’h eget-han, euz he lignez e savo broadou enn ho fez.

20. Jakob eta ho bennigaz enn devez-ze, enn eur lavarout : Enn hoc’h-hu e vezo benniget Israel ; ha lavaret a vezo : Doue r’ho pennigo, evel ma vennigaz Ephraïm ha Manase ! Hag e lekeaz enn doare-ze Ephraïm a raok Manase.

21. Hag e lavaraz da Jozeph he vap : Mont a rann da vervel ; Doue a vezo gan-e-hoc’h, hag ho kas a rai enn dro da zouar ho tud koz.