Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/223

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
215
LEVR AR C’HENELIEZ.


22. Estr’eget al loden a zigouezo d’id em heritach rak-enep d’az preudeur, me ro d’id ar pez am euz gounezet war ann Amorrheed, gant va c’hleze ha gant va gwarek.


————


SKLERIDIGEZ.


Jozeph a rai e kenver he dad beteg ar fin kement a dle ober eur c’hrouadur mad. Kentis ha ma klev ez eo choumet klanv, e tilez holl aferiou ar rouantelez, evit mont d’he welout. Ha ma na hell ket gwellaat d’he glenved, nag astenn d’ezhan ar vuez, he frealzi a rai da vihana, o kaozeal ganthan euz a Zoue, hag euz ar vuez da zont ; hag o tiskouez d’ezhan e pep tra he zoujanz hag he deneridigez.

Eur rezoun all kalz huelloc’h a zigase ivez Jozeph da di he dad. Gouzout a rea pegement a c’hrasou a zoug gant-hi ar vennoz a-ro eunn tad vertuzuz d’he vugale, pa vez war he dremenvan. Dont a ra eta da c’houlenn ar vennoz-ze. Ha n’en deveuz ket kollet he amzer ; rak ouc’hpenn eget hen, he zaou vap ivez a vezo benniget, ha lekeat soken e renk ar batriarched. « Pa ’z eo gwir, eme Jakob d’ezhan, am euz kollet ker buhan Rachel ho mamm, hep kaout anezhi nemet Benjamin ha c’houi, e fell d’in lakaat ho taou vap e renk va bugale va-unan, enn hevelep fesoun ma vezint kevrenneien (partajourien) gant Ruben, Simeon hag ar re all. Oc’hpenn-ze, evel ma hoc'h euz great kement a vad d’in ha d’am holl dud, e fell d’in ho pe enn tu all d’ho preudeur, al loden zouar a c’houniziz va-unan dre vrezel, war ann Amorrheed. »

Na welomp ket e ve bet breudeur Jozeph gwariziuz dre ’n abek d’ann avantachou kaer-ze. Amzer ar warizi a oa tremenet evit-ho, re vraz kentel ho devoa bet. Ra zeui ann holl vreudeur ha c’hoarezed kristen da gemerout skouer war-n-ezho e kement-ze, ha da veza ker rezounapl hag hi, pa welont ho zud oc’h ober eunn tammik preferanz bennak da unan anezho. A dra wir, mad eo d’ann tadou ha d’ar mammou ober ar memes tra d’ho bugale holl ; koulzkoude pa vez unan