Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/224

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
LEVR AR C’HENELIEZ.

bennak enn ho zouez hag a zellez muioc’h dre he vertusiou, pe dre zervichou talvoudek-braz great gant-han d’ann tiegez, Doue na zifenn ket lakaat eunn tammik kemm etre hen-nez hag ar re all ; ar pez a reaz Jakob hen diskouez ervad. Na petra dal d’ar breudeur all kaout gwarizi divar benn kement-ze ! Doue he-unan, ha n’en deus-hen ket he breferansou ? Argarzi a reaz Ezaü, ha karout a reaz, Jakob, a barz ma oant ganet ; hag ama c’hoaz chetu Ephraim lekeat a-raok Manasé. Bemdez e welomp hon-unan merkou a breferanz euz a berz Doue. Daou grouadur a zo ganet er memes nosvez ; unan a zo pinvidik, egile a zo paour ; heman a zo spereduz, hen-hont a zo diot ; unan anezho marteze a zo choazet evit ar baradoz hag egile a varvo enn he bec’hed. Ha war gement-ze koulz-koude petra ho deus-hi da lavarout ? Netra. N’ho deuz nemet adori, ha servicha Doue ar gwella ma hellint, pep-hini enn he stad ; hag ioul Doue bezet great goude.




PENNAD XLIX.


Diouganou Jakob, hag he varo.
(Euz ar bed 2276. — A raok J.-K : 1728.)


1. Hogen Jakob a c’halvaz he vugale, hag a lavaraz d’ezho : En em zastumit holl enn dro d’in, evit ma tiskleriinn d’e-hoc’h ann traou a dle c’hoarvezout gane-hoc’h enn amzeriou diveza.

2. En em zastumit holl enn dro d’in, ha selaouit, bugale Jakob, selaouit Israel ho tad.

3. Ruben va map hena, te oa va nerz, hag oud bet ar penn abek euz va enkreziou, d’id-de oa al loden vrasa euz va danvez, d’id-de oa da zerc’hel ar stur ;

4. Beri ec’h euz great evel ann dour, na greski ket ; abalamour ma oud pignet e gwele da dad, hag ec’h euz saotred he vriedelez.