Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
LEVR AR C’HENELIEZ.


5. Simeon ha Levi, gwir vreudeur, ann draitourez e deuz great anezho brezelidi garo.

6. Dre c’hras Doue, n’am euz bet perz ebed enn ho menoz, ha va enor a zo neat awalc’h euz ann emglev a rejont ann eil gant egile, pa ho deuz enn ho c’hounnar, lazet eur bern tud, hag evit terri ho venjanz, distrujet eur gear enn he fez.

7. Milliget ra vezo ho c’honnnar, dre ma’ z eo bet re-baduz, hag ho buanegez dre ma’z eo bet didruez : ho dispartia a rinn e digwez Jakob, ha skignet e vezint e mesk bobl Israel.

8. Judaz, da vreudeur t’az veulo, da zourn a vezo war benn da enebourien, bugale da dad a stouo d’ann douar dira-z-oud.

9. Judaz a zo eul leon iaouank : savet oud, va map, da breiza ; evit diskuiza ec’h euz gourvezet evel ma ra eul leon, hag eul leonez, piou hen dihuno ?

10. Gwalen ar roue n’a vezo ket lamel digant Judaz, na prins ar bobl eveuz he wenn ken na zeui ANN HINI A DLE BEZA DIGASET, hag hen-nez a vezo GORTOZ ann holl vroadou.

11. Staga a rei he azen bihan euz ar winien ; ouz ar winien, o va map, e stago he azenez ; gwelc’hi a rai he zaë e-barz ar gwin, hag he vantel e goad ar rezin.

12. Kaeroc’h eo he zaoulagud eget ar gwin, hag he zent a zo gwennoc’h egel al leaz.

13. Zabulon a ielo da choum war bord ar mor, hag heorach he listri a ielo betek Sidon.

14. Issakar, azen nerzuz, a c’hourvez enn he lod-digwez.

15. Gwelet en deuz e oa mad ann ehan, hag e oa he zouar euz ar re wella, hag en deveuz slouet he skoaz d’ar zamm, hag en em bleget da baea ar gwiriou.