Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
LEVR AR C’HENELIEZ.


28. Ar re-ze eo ar c’hefou euz a zaouzek breuriez Israel. Ho zad a lavaraz d’ezho ann traou-ze, hag ho bennigaz holl enn eur rei da bep hini eur vennoz hag a jaoje out-han.

29. Ar gourc’hemenn-ma a roaz ivez d’ezho enn eur lavarout : Emaounn o vont da gavout va bobl, besiit ac’hanoun gant va zud koz, er gavarn a ziou gampr a zo e park Ephron ann Helhead.

30. Rak enep da Vambre, e douar Kanaan. Abraham he frenaz digant Ephron ann Helhead, gant ar park enn he bez, evit ober he vez enn-hi.

31. Eno eo bet besiet, gant Sara he bried ; eno eo besiet Izaak gant Rebeka he c'hrek ; eno ema ivez Lia enn he faouez-van.

32. O veza achuet da rei d’he vugale he c’hourc'hemennou, hag he genteliou, e kroazaz he dreid war he wele, hag e tremenaz, hag en em gavaz gant he vobl.


————
SKLERIDIGEZ.


Ha gwelet hoc’h eus-hu biskoaz eunn den just war he dremenvan ? Mad, pignit e spered da di Jakob enn Ejipt, hag e kafot ann arvest-ze, ar c’haera a oufac’h da welout war ann douar. War ar c’helou kenta euz he glenved, he zaouzek vap a zo diredet da c’houlenn he vennoz diveza. Chetu hi renket war ho daoulin enn dro d’he wele, hag ho zad, patriarch ha profet war eunn dro, a ziskleri da pep hini anezho ann traou a dle c’hoarvezout gant he lignez. « Ruben, eme-z-han, d'he vap hena, d’id-de oa dleet holl brivilachou ann henanded, mes ez pez sonch euz ar pez ec’h euz great da Vala, matez da vamm, ha pried ivez d’in-me ! Na ri ket a vrud, dre ma ec’h euz dizenoret gwele da dad. » Hag e gwirionez, breuriez Ruben ne ket bet