Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
LEVR AR C’HENELIEZ.

biskoaz kré ann traou gant-hi. Ar veli roeal, hag ar velegiez dleet da lignez ar map hena, a dremenaz da vreuriez Judaz, ha da hini Levi. Den na oar pet rumm dud en em zant euz a zizurjou eunn tad den lik.

« Simeon ha Levi, breudeur er gwall ober, ho pet sonch euz ar gear a Zichem distrujet gan-e-oc’h enn ho kouunar. Laza a rejoc’h a dreuz hag a hed, ann dud divlamm gant ar re gabluz, bikenn na rinn va grat da eunn hevelep venjanz. Enor ho c’hoar ho poa da venji ; hogen nann gant kement a gruelded. Eunn devez e viot dispartiet ann eil diouc’h egile, hag unan ac’hanoc’h a vezo evel dismantret e touez bugale Izrael.» Sevenet eo bet diougan Jakob ; pa oe rannet ann douar santel etre ann daouzek breuriez, Hini Levi n’e devoe karter ebed enn he bez. Roet a oe d’ezhi tamm tu-ma, tamm tu-hont, enn hevelep fesoun ma en em gavaz evel dismantret e mesk ar breuriesiou all, evel ma en devoa he c’hef dismantret ar Sikimided. Gant ar muzul ma vuzulot e vezo muzulet d’e-hoc’h.

Arru gant Judaz, he bevarved map, Jakob a chench doare da brezeg ; eur sklerijen nevez a dremen dre he spered ; gwelout a ra ar Mesi o tiskenn diouc’h ar map-ze d’ezhan, ha na hell mui pennekaat he estlamm. « Judaz, eme-z-han, da vreudeur az meulo, etc. Ar walen roeal na vezo ket lamet digant Judaz, ken na zeui ann hini a dle beza digaset, etc. » Sevenet eo bet e Jezuz-Krist, ann holl draou kaer a lavaraz Jakob. Pa oe ganet ar Mesi gant ar Werc’hez gloriuz Vari, merc’h iaouank euz a vreuriez Judaz, ar c'halloud hag ar veli ne oant mui e-barz ar vreuriez-ze, pehini beteg ann amzer-ze a oa bet ato e penn ar bobl a Izrael ; ar Juzevien a oa neuze gouarnet gant Herodez roue diaveziad, ha sujet he-unan d’ann Impalaer Kezar-Aogustuz.

Jezuz-Krist leon kré ha kalounek a zo bet savet da vrezelekaat, ha da ziskar ann Aerouant koz ; ha da ziframma diouc’h he grabanou eneou ann dud euz a bere e rea he breiz a-baoue derou ar bed.

Jezuz-Krist, pa gomz euz he Iliz hag euz he relijion, a c’halv anezho he winien. Ann azen iaouank war behini ec’h azezaz, pa reaz he zonedigez triomfluz er gear a Jeruzalem, a skeudenne ar baianed, pere a oa bet bete neuze dizamm