1. Hogen ar serpant a oa ar fina euz a holl anevaled ann douar, great gant Doue. Lavarout a reaz d’ar vaouez : perag en deuz Doue gourc’hemennet d’e-hoc’h na zebrjac’h ket euz a holl frouez ar baradoz ?
2. Ar vaouez a respontaz d’ezhan : dibri a reomp euz frouez ar gwez a zo er baradoz.
3. Mes evit frouez ar wezen-hont pehini a zo e-kreiz ar baradoz, Doue en deuz gourc’hemennet d'e-omp na zebrjemp ket anezho ; na doujchemp ket zoken out-ho, gand aoun na varvjemp.
4. Hogen ar serpant a respontaz d’ar vaouez : ne-alia ne varfot ket ;
5. Mes Doue a oar penaoz kerkent ha ma ho pezo debret euz ar frouez-ze, ho taoulagad a zigoro, hag e viot evel doueou, oc’h anaout ar mad hag ann drouk.
6. Ar vaouez eta o sellout, a gavaz e oa frouez ar wezen-ze mad da zibri, ha brao da welout, hag hetuz d’al lagad ; hag a gemeraz diout-ho, a zebraz, hag a gennigaz d’he fried, pehini a zebraz evel-d-hi.
7. Hag ho daoulagad a zigoraz d’ezho ho daou ; hag o veza gwezet e oant enn noaz, e skoulmjont deliou figez da ober beb a c’houriz d’ho diougroazel.
8. Hag o veza klevet mouez ann Aotrou Doue o valea er baradoz, d’ar mare ma sav eunn ezenik fresk goude kresteiz, Adam hag he bried en em guzaz a zirag ann Aotrou Doue, etouez gwez ar baradoz.