Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/231

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
LEVR AR C’HENELIEZ.


9. Mont a reaz c’hoaz d’he heul kalz kirri ha marc’heien, ar pez a reaz eul lod-tud ha na oa kel bihan.

10. Arruout a rejont e leur Atad, pehini a zo enn tua ll d’ar Jourdren ; hag eno e tremenjont seiz devez oc’h ober lidou ann enterramant, gant kalz a zaelou hag a welvan.

11. Tud douar Kanaan, o welout kement-ze, a lavaraz : Eur c’hanv braz a zo gant ann Ejipsianed. Chetu perak eo hanvet al leac’h-ze, Kanv ann Ejipt.

12. Mipien Jakob a reaz eta ar pez en devoa ho zad gourc’hemennet d’ezho.

13. Dougen a rejont he gorf da zouar Kanaan, hag he vesia a rejont er gavarn a ziou gampr en devoa prenet Abraham gant ar park, digant Ephron ann Hethead, rek-eneb da Vambre, evit ober he vez enn-hi.

14. Jozeph o veza besiet he dad, a zistroaz d’ann Ejipt gant he vreudeur, ha gant ann oll Ejipsianed a oa eat d’he heul.

15. Goude maro ho zad, breudeur Jozeph ho devoa aoun, hag a lavare etre-z-ho : Brema Jozeph a helfe kaout sonj euz ar gwall-gas en deuz gouzanvet, ha daskori d’eomp ann holl zrouk hon euz great d’ezhan.

16. Hag e kosjont tud da lavarout d’ezhan : Ho tad a-barz mervel en deuz gourc’hemennet d’e-omp,

17. Lavarout d’e-hoc’h euz he berz : Ho pedi a rann da ankounac’haat torfed ho preudeur, ho fec’hed hag ho drougiez zu enn ho kenver ; Ha ni hon-unan, ni ho ped da drugarezi ar fallagriez-ze da zervicherien Doue ho tad. Jozeph, o klevout ar c’houzou-ze, a welaz.

18. He vreudeur a zeuaz neuze d’he gavout, ha stouet beteg ann douar d’he adori, e leverjont d’ezhan : Ho servicherien omp.