Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
LEVR AR C’HENELIEZ.


19. Hag hen a respontaz d’ezho : N’ho pezit ket aoun, hag hellout a reomp-ni enebi ouc’h ioul Doue ?

20. C’houi hoc’h euz bet c’hoant da ober drouk d’in ; hogen Doue en deuz c’henchet ann drouk-ze e mad ; evit ma huelaat evel m’her gwelit hirio, ha savetei meur a vobl.

21. N’ho pezit ket aoun me ho mago, c’houi hag ho pugale vihan. Ho c’honforti a reaz er c’hiz-ze enn eur gomz out-ho gant douster ha teneridigez.

22. Choum a reaz eta enn Ejipt gant holl dud ti he dad, hag e vevaz beteg ann oad a zek vloaz ha kant. Gwelout a reaz bugale Ephraïm beteg ann drived rumm, ha bugale Makir, map Manase, a zeuaz er bed evel war varlen Jozeph.

23. Goude ann traou-ze holl, Jozeph a lavaraz d’he vreudeur : Goude va maro, Doue a zeui d’ho kwelout. hag a rai d’e-hoc’h pignat diouc’h ar vro-ma d’ann hini en deveuz touet rei da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

24. Goude beza great d’ezho toui d’ezhan , ha goude beza lavaret d’ezho : Doue a zeuio d’ho kwelout, kasit gan-e-hoc’h va eskern diouc’h ar vro-ma,

25. E varvaz, oajet a zek vloaz ha kant. He gorf a oe balzamet ha lekeat enn eunn arched ebarz ann Ejipt.


————


SKLERIDIGEZ.


Mar d-eo goulenn diveza pep den klanv eunn dra sakr, ha respetet a holl viskoaz gant pep seurt tud hag e pep bro, petra na dle ket beza evit bugale savet mad, gourc’hemenn diveza eunn tad pe eur vamm vertuzuz ? Goa d’ar c’hrouadur dizanaoudek hag a vank da zeveni goulenn diveza pe testamant he dad ! Jozeph a zo bet e kement-ze c’hoaz skouer ar