hini kenta oc’h ober pinijen. Hag e kement-se e hell servichout d’e-omp da skouer. Den mui eget Adam n’en deuz anavezet grevusted ar pec’hed ; rak den biskoaz n’en deuz anavezet na karet Doue kement hag hen. Pec’hi a reaz evel Sant-Per, dre zempladurez ! Ac’hano eur weach ma en deuz anavezet he fazi, gant pebez lealded n’en deus-hen ket he baeet epad eur vuez a nao c’hant tregont vloaz ? He vara pemdesiek a zo glebiet gand ar c’houez euz he dal ha gand he zaelou ; gwelout a ra he vab hena o laza he vreur ; gwelout a ra he vugale vihan o trei kein da Zoue, en desped d’he aliou ha d’he zaelou ; plega a ra he benn gant vuelded, hag en em anzao a ra ar penn abek a gement-se ; ha kavet en deuz trugarez dirak Doue, dre hanterourez ha dellidou Jezuz-Krist, he Zalver hag hon hini.
Doue a lekeaz dirak ar baradoz a blijadurez eur Cherubin, evit mirout na dostaje den ouz ar wezen a vuez. — Kement-se, eme Sant-Aogustin, a zo bet c’hoarvezet ger evit ger ; hag a zo skrivet evit digas koun d’e-omp e oa kollet evid-omp pep eurusted, ken enn env ken war ann douar ; hag e vijemp c’hoaz er stad truezuz-ze, paneved ar vadelez hep muzul euz a Vab Doue enn hor c’henver. Diouallomp na ve c’hoaz didalvez evid-omp he c’hloasiou hag he varo !
1. Adam a anavezaz he bried Heva, pehini a zeuaz da veza dougerez, hag a c’hanaz Kain, enneur lavarout : bet am euz eunn den, a dugare Doue.
2. Gwilioudi a reaz eunn eil gweach, hag e devoe Abel, he vreur. Hogen Abel a oe mesaer denved, ha Kain labourer douar.