5. Hogen, eur pennad mad a amzer goude, e c’hoarvezaz ma rea Kain profou d’ann Aotrou Doue euz frouez ann douar.
4. Abel ivez a gennigaz da Zoue ar re genta-ganet euz he zenved, hag ar re wella ; ha Doue a zellaz ouz Abel hag ouz he brofou.
5. Hogen na zellaz ket ouz Kain nag ouz he roou ; kement-se a lekeaz drouk braz da vont e Kain, hag he benn a zeuaz da goeza.
6. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : perak oud-he fachet ? Perak e tougez-te da benn stouet ?
7. Mar grez mad, ha n’az pezo-te ket da c’hobr ? ha mar grez fall, da bec’hed ha na vezo-hen ket raktal e toull da zor ! Hogen da wall-ioul a vezo bepred enn da zalc’h, he drec’hi a ri pa giri.
8. Ha Kain a lavaraz d’he vreur Abel : deomp war ar meaz. Ha pa oant er mesiou, Kain en em zavaz ouc’h he vreur Abel, hag hel lazaz.
9. Ha Doue a lavaraz da Gain : peleac’h ema Abel da vreur ? Kain a repontaz : n’ouzonn doare. Ha beza ez ounn-me gward d’am breur ?
10. Ha Doue a lavaraz da Gain ; petra ec'h eus-te great ? Ar vouez euz a c’hoad da vreur a gri divar ann douar beteg enn-oun.
11. Brema ’ta e vezi milliget war ann douar, pehini en deuz digoret he c’henou da eva goad da vreur, skuillet gant da zourn.
12. Goude ma ez pezo he labouret, ne roio ket he frouez d’id ; baleant ha tec’her e vezi war ann douar.
13. Ha Kain a lavaraz d’ann Aotrou Doue : re vraz eo va zorfed evit ma tellezinn bikenn kaout trugarez.
14. Chetu ma zeurel a rit hirio divar c’horre ann