Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
LEVR AR C’HENELIEZ.

douar, hag en em guza a renkann a zira-z-hoc’h, ha baleant ha tec’her a vezinn war ann douar ; kement hini eta am c’havo, am lazo.

15. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : ne ket evel-se e vezo ; mes piou bennak a lazo Kain, a vezo kastizet seiz gweach gwasoc’h. Ha Doue a lekeaz eunn arouez war Gain, evit mirout na vije lazet gant piou bennak en divije he gavet.

16. Kain eta, eat kuit a zirak ann Aotrou Doue, a choumaz baleant war ann douar, hag en em dennaz war zu ar zao-heol euz ar baradoz a blijadurez.

17. Hogen Kain a anevezaz he bried, pehini a zeuaz da veza dougerez hag a c’hanaz Henok ; hag e savaz eur gear, hag e hanvaz anezhi Henok, euz a hano he vab.

18. Hogen Henok a engehentaz Irak ; hag Irak a engehentaz Maviael ; ha Maviael a engehentaz Malhuzael ; ha Mathuzael a engehentaz Lamek ;

19. Pehini a gemeraz diou c’hrek, unan hanvet Ada hag eben Sella.

20. Hag Ada a c’hanaz Jabel, tad d’ar re a choum dindan teltou, ha d’ar vesaerien.

21. Hag he vreur a oa hanvet Jubal ; he-ma a oe tad d’ar re a c’hoari war ann delen, ha war ann ogrou.

22. Sella a c’hanaz ivez Tubalkain, pehini a oe gof, ha gwisiek da ober pep tra gant arem ha gant houarn. Tubalkain en devoa eur c’boar, Noema.

23. Hogen Lamek a lavaraz d’e ziou c’hrek Ada ha Sella : klevit va mouez, gragez Lamek, selaouit va c’homzou : eunn den am euz lazet gand eur gouli am euz great d’ezhan, hag eunn den iaouank gand eunn taol am

euz roet d’ezhan.[1]

  1. Tud gwiziek a dro ar wersad-ma er c’hiz all ; ann tad meurbed enoruz de carrières he laka evel henn :
    23. Hogen Lamek, o veza great eur muntr a lavaraz d’he c’hragez Ada ha Sella : gragez Lamek, klevit va mouez, selaouit ar pez az ann da lavarout d’e hoc’h : aoun hoch euz dre’n abek ma em euz lazet eunn den pehini en deuz va gouliet ; aoun oc’h eus na venn lazet va unan, dre’n abek ma em euz lazet eunn den iaouank pehini en deuz va goloet a c’houliou.