Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
LEVR AR C’HENELIEZ.

stouet, mar grez mad, ha na vezi-te ket gopreet ? mar grez fall, da bec’hed na vezo-hen ket raktal war da goustianz ? Gwall ioulou ec’h euz, mes enebi a hellez out-ho hag ho zrec’hi. Ar warizi a zo eur c’hlenved diez da barea. Pa vez etre daou vreur ez eo c’hoaz gwasoc’h. Hini Kaïn az eaz beteg ann draïtourez, al laz, ar galeder a galonn hag ann dizesper.

Gwir Doue, o poursu Kaïn, a zesk d’e-omp c’hoaz penaoz ann dinamned, pe ann dud divlam, trubulliet er bed ma gant tud fall ha krefoc’h eget ho, ho deuz eur venjour ebarz ann env ; ha na choum torfet ebed digastiz, dibaot zoken war ann douar. Rak piou bennak a laz a vezo lazet ; evel ma c’hoarvezaz gant Kaïn ; he welout a raimp ama war lerc’h. Piou bennak a sko gand ar c’hlenze hep gwir nag abek, eme hor Zalver, a varvo dre ar c’hlenze. Ha mar gell ann torfetour tec’hout diouc’h barn ann dud, gwir Doue na vanko ket war-n-ezhan ; ha da c'hortoz, he goustianz a vezo he vourreo kenta.

Ann tadou santel euz ann ilis ho deuz ato gwelet e maro Abel eur skeuden euz a varo Jezuz-Krist, krusifiet gant ar juzevien dre warizi. Ar juzevien, dre ma ho deuz lekeat hor Zalver d’ar maro a zo evel Kaïn, divro ha baleant war ann douar ; ac’hano eo deuet fablen ar Bodedeo.

Gand ar bed e welomp o teraoui ar micheriou a bere ho deuz ann dud ar muia ezomm. Doue he-unan, war ma kreder, a zeskaz da Adam labourat ann douar, hag ann dud dre ma teuent ho deuz kavet ar micheriou all.

Lamek eo ar c’henta den a gemeraz diou c’hreg war eunn dro, en despet da lezen Doue pehini a lavaraz e tleje ar priejou beza daou hep ken enn eur c’horf. Gwelout a reomp ivez penaoz ne ket hen a oa ann honesta nag ann eurusa den euz e amzer. Henvel eo en defe bet c’hoant d’en em fougea dirag he ziou c’hreg da veza lazet daou zen ; hag unan anezho, hervez eur greden e-touez ar juzevien, a oa Kaïn he-unan, tadiou d’ezhan. Lamek, eme ar greden-ze, a oa o chaseal, hag he floc’h iaouank a reaz d’ezhan kemerout Kaïn evit eul loen gouez ; Lamek hel lazaz gand eunn tenn bir, hag o veza anavezet he wall-daol, e tarc’haouaz gand he floc’h hag hel lazaz ivez. Lod a zonj d’ezho penaoz Lamek a lazaz eunn den iaouank dre oaz, hag a ieaz raktal da gana d’he ziou c’hreg