18. Jared, d’ann oad a gant daou vloaz ha tri-ugent a engehentaz Henok.
19. Goude beza engehentet Henok, Jared a vevaz eiz kant vloaz.
20. Hag holl vuez Jared a oe nao c’hant daou vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz.
21. Hogen Henok, d’ann oad a bemp ploaz ha tri-ugent, a engehentaz Mathuzalem.
22. Henok a gerzaz gant Doue, ha goude beza engehentet Mathuzalem, e vevaz tri c'hant vloaz.
23. Hag holl vuez Henok a oe tri c’hant pemp ploaz ha tri-ugent.
24. Kerzout a reaz gant Doue, ha ne oe mui gwelet, dre ma en devoe Doue kaset anezhan gant-han.
25. Mathuzalem d’ann oad a gant seiz vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz Lamek.
26. Ha goude beza engehentet Lamek, Mathuzalem a vevaz seiz kant daou vloaz ha pevar-ugent.
27. Hag holl vuez Mathuzalem a oe nao c’hant nao vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz.
28. Lamek, d’ann oad a gant daou vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz eur mab.
29. Hag hen hanvaz Noe, enn eur lavarout ; he-man a rai d’e-omp frealzidigez e kreiz oberiou ha labourou hon daouarn war ann douar pehini a zo bet milliget gant ann Aotrou.
30. Ha Lamek, goude beza engehentet Noe, a vevaz pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent.
31. Hag holl vuez Lamek a oe seiz kant seitek vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz. Hogen Noe, d’ann oad a pemp kant vloaz a engehentaz Sem, Kam ha Japheth.