Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
LEVR AR C’HENELIEZ.


SKLERIDIGEZ.


Tud difeiz hag ato prest da zizlavarout ar skritur sakr, ne fell ket d’ezho kredi e veve ann dud keid amzer e derou ar bed. Klask a reont eta meur a droidell evit berraat buesiou kalz re hir, war ho meno. Lod a lavar : Moïzez enn he histor a gount evel ma rea ann Ejipsianed, da lavarout eo, gant bloavesiou ha n’ho devoa nemet eur miz. — Da genta, prouvet mad eo penaoz bloavesiou ann Ejipsianed a oa evel hor re-ni, bloavesiou a 365 devez ha 6 heur. D’ann eil, ma ve gwir ar gonnt-ze, Henok, tad da Vathuzalem da bemp bloaz ha tri-ugent hervez ar skritur, en divije bet he vab da bemp ploaz ha pemp miz.

Lod all a lavar e kountaz Moïzez evel ann Arabed, pere ho devoa bloavesiou a c’houec’h mis. Al lavariou didalvez-ze holl a zo bet dismantret gant ann dud gwisiek ho deuz studiet ha displeget a-feiz-vad historiou ar skritur sakr.

E gwirionez eta ann dud a veve kalz pelloc’h e derou ar bed, eget na reont abaoue ann diluch. Bolontez Doue a oa kement-ze, ha pep tra ebarz er bed a oa neuze iac’husoc’h, ann douar krevoc’h da daol frouez, hag ann dud furoc’h enn dibri hag enn eva ; pe da vihana gwisiekoc’h war natur ha vertusiou louzeier ann douar.

Doue o tenna davet-han ann den santel Henok, hep na c’houzanvaz ar maro, a vennaz marteze diskouez d’ann dud e pe fesounn e vijent eat euz ar bed-ma d’ar bed all, ma n’ho divije ket offanset Doue dre bec’hed ar wenn. Eunn den all hep ken, ar brophed Eliaz, a zo eat ivez evel-se gant Doue, hep mervel ; savet e oe enn ear enn eur c’har a dan. Pe hi zo e joausted ar zent, pe enn eul leac’h bennag all a eurusted, evel er baradoz terrien, ec’hiz ma venn Sant-Aogustin, den n’her goar. Mes ar skritur a zesk d’e-omp penaoz e teuint da fin ar bed war ann douar, da enebi ouc’h ann Antekrist, ha da lakaat enn dud da ober pinijen. Henok a blijaz da Zoue, eme levr ann Ekleziastik, hag a zo bet douget d’ar baradoz evit dont eunn devez da lakaat ann dud da ober pinijen. Evel-se e leveromp e kanaouen ar varn :

Mes enep ann adversour
E teui daou brophed braz,