Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

bloaz, e leverinn penaoz tud gwisiek ho deuz kountet mad hervez reiz ar jett, ha kavet e oa frankiz a-walc’h evit ho holl enn eunn arc’h great ha lodennet ec’hiz ma komz ar skritur euz a hini Noe. Diskouezet ho deuz ivez hanat penaoz n’euz ket e-touez ann anevaled ken alies a wenn dishenvel ha ma zonjer. Al loened stléj a heller da zigas da dregont seurt ; ann anevaled da zek ha c’houec’h ugent ; hag al laboused da gant hanter-kant seurt. Ar pesked hag ann traou all pere a hell beva enn dour ne oant ket ebarz ann arc’h.

Noe a reas kement tra en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan. Feiz, santelez ha sentidigez Noe a zo meulet e meur a leac’h dre ar skritur sakr. Noe, eme levr ann Ekleziastik, a oe kavet parfet ha gwirion. Dre’n abek d’ezhan eur gevredigez nevez a zo bet great e-tre Doue hag ann dud, enn amzer memez ma edo buanegez Doue ellumet ar gwasa enn ho enep. Abalamour d’ezhan eo e lezaz Doue goel evit eur bed nevez, pa zigasaz ann diluch war ann douar. Dre ar feiz, eme Sant-Paol, (Hebr. 11.7.) Noe goude beza bet eur gentel euz ann env, a zoujaz ar reusiou na welet ket c’hoaz, hag a c’hoberiaz ann arc’h evid en em zavetei gand tud he di, o kondaoni er c’hiz-ze dalentez ar bed ; hag e oe great heritour d’ar wirionez, evit he c’henderc’hel war ann douar. Bet eo bet eta prezegour ar wirionez, hervez Sant-Per, nann hep ken dre he gomzou, o tiskleria bemdez d’ann dud gourdrouzou Doue ; mes c’hoaz dre he oberou, ho labourad e-pad kant vloaz da ober ann Arc’h-ze, euz a behini ar gwel hep ken a dlie dihun ar bec’herien euz ho morgousk truezuz. Mes ar bec’herien aheurtet a zo bet a holl viskoaz henvel ann eil rumm ouc’h egile, goap a rejont ouc’h ann den santel Noe, gant he spount ha gant he arc’h ; evel ma rejont ouc’h Jezuz-Krist, gant he groaz ; ha ma reont c’hoaz hirio ouc’h iliz Doue gant he sakramanchou, hag ouz ar varn ziveza gant he gourdrouzou. D’ann deisiou a-raok ann diluch eme hor Zalver, ann dud a zebre, a eve, a gemere priejou, a zemeze ho merc’hed, beteg ann devez ma’z eaz Noe enn arc’h ! na zonjent ket ann disterra tamm enn diluch, ken na erruaz enn eunn taol d’ho lounka ; kement-ze a choarvezo c’hoaz abenn donedigez Mab ann den. (St. Vaze 24. 38.)

Diou barfedigez a Zoue hon euz da veuli pa zomjomp enn