hag euz a bell, a verk ann dud galvet a bep seurt broiou, tud dishenvel entre-z-ho dre ho frezeg, dre ho buezegez, dre ho liou zo ken, unanet enn eul lod enn iliz katholik, dre ar memez feiz, evit en em zavetei dre ar memez sakramanchou.
Bez’ez oa enn arc’h anevaled neat, hag anevaled louz ; ann dud a oa enn-hi ne oant ket memes holl re zantel, evel ma her gwelimp dre ar pez a reaz Kam ; enn iliz ivez ez euz tud just ha pec’herien ; red eo beza enn iliz evit beza salvet, hogen ann dud a zo enn iliz na vezint ket holl salvet. Trugarekeomp Doue da veza hon digemeret enn arc’h-ze a zilvidigez, ha gant aoun na gouesemp c’hoaz enn dour dre ar rull hag ann dirull, en em stardomp a vriad-kaer ouc’h kroaz Jezuz-Krist, o karout ar binijen, hag o virout he c’hourc’hemennou. O bediz, bediz ! eur mor hoc’h euz da dreuzi, hag e tisprizit ar c’hoat : mare transeundum est, et lignam contemnis ! Oh ia ! Eur mor hon euz da dreuzi, ha gwasoc’h eget eur mor, eunn diluch a wall-skouer, hag a wall-ioulou, eunn dour karget a gerrek, ha kerrek goloet a zrouk-sperejou. Koulzgoude mar penseomp war ar mor perilluz-ze euz ar bed, e kouezimp enn eunn diluch skrijusoc’h c’hoaz ; diluch a dan hag a zaelou e gweled ann ifern !
1. Hogen dont a reaz sonj da Zoue euz Noe, hag euz ann holl loened gouez, hag euz ann holl anevaled don a oa gand-han enn arc’h ; digaz a reaz ann avel war ann douar, hag ann douriou a izelaaz.
2. Mammennou ar mor doun, ha sklusiou ann env a oe stanket, hag ar glaoiou a oe great d’ezho tevel.
3. Hag ann douriou o vont hag o tont, en em den-