naz divar ann douar, hag a ziskouezaz bihanaat goude hanter-kant devez.
4. Ha d’ar seizved miz, d’ar seiz devez war-n-ugent euz ar miz, (ar seitekved a viz mae) ann arc’h a stokaz hag a choumaz war menesiou ann Armenia.
5. Koulzkoude ann douriou a ie ato war vihanaat beteg ann dekved miz : d’ann dekved miz, d’ann deiz kenta euz ar miz, (ann naontekved a viz gouere) e oe gwelet lein ar menesiou.
6. Ha pa oe tremenet c’hoaz daou ugent devez, Noe a zigoraz ar prenestr en devoa great war ann arc’h, hag a laoskaz eur vran,
7. Pehini a ie er meaz, ha na zistroe ket, ken na oe dizec’het ann douriou divar c’horre ann douar.
8. Leuskel a reaz ivez eur goulm war lerc’h ar vran, evit gwelout ha ne oa mui a zour war c’horre ann douar.
9. Hogen ar goulm o veza ne gave leac’h ebed da lakaat he zreid, a ziztroaz davet Noe war ann arc’h ; rak ann douar a oa c’hoaz goloet a zour, ha Noe a astennaz he zorn, a bakaz ar goulm hag he zennaz e-barz ann arc’h.
10. O veza gortozet seiz devez c’hoaz, Noe a laoskaz ar goulm er meaz euz ann arc’h, evit ann eil gweach.
11. Hogen war ann abardaez ar goulm a zistroaz d’he gavout, o tougen enn he bek eur brankik olivez, hag he zeliou glaz-dour. Noe a vennaz eta e oa eat ann douriou kuit diwar c’horre ann douar.
12. Koulzkoude gortoz a reaz c’hoaz seiz devez all, hag e laoskaz ar goulm adarre, pehini na zistroaz mui davet-han.