Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Doue mad pehini en deuz he zaveteet. Kemeromp skouer war-n-ezhan. Pa’z omp bet saveteet diouz eunn drouk bennak, pe a gorf pe a spered, na vankomp nepred da drugarekaat Doue, dre bedennou mad, pe dre ann oferen zantel.




PENNAD IX.


Bennoz Doue war Noe. Goarek-ar-glao.
Kam, mab dijouj.


1. Neuze Doue a vennigaz Noe hag he vugale, hag a lavaraz d’ezho : kreskit, hag eleizit, ha kargit ann douar.

2. Ra zoujo d’e-hoc’h ra greno dira-z-hoc’h holl anevaled ann douar, holl laboused ann env, gant kement tra a finv war ann douar ; lekeat am euz dindan ho torn holl besked ar mor.

3. Kement tra a finv hag a vev a zervicho d’e-hoc’h da vagadurez ; roet am euz anezho d’e-hoc’h evel ann holl louzeier glaz,

4. Nemet ne zeprot ket a gik ha na ve ket bet diwadet.

5. Rak ho koad e pehini ema ar vuez, he c’houlenn a rinn digant ann anevaled ho devezo he skuillet ; ha buez ann den, he goulenn a rinn digant ann den en devezo lazet, digant ann den daoust piou e vezo, ha digant he vreur.

6. Piou bennak en devezo skuillet goad ann den, he c’hoad he-unan a vezo skuillet, rak ann den a zo bet great diouc’h henveledigez Doue.

7. Evid-hoc’h-hu, kreskit, eleizit, en em skignit war ann douar, ha kargit-hen a dud.