Er pennad-ma ne gomzer nemed euz a gerentiez mipien Noe. Ne weler enn-han nemet hanoiou ann tri c’hefad-tud-se, gand eur gerik bennak war ar c’harteriou da bere en em dentjont gant ann amzer.
Lignez Sem a gemeraz al loden wella euz ann Azia, ar broiou a zo etre menez Tauruz, ster Euphrata hag ann daou vor, mor ann Indez war ar c’hresteiz, hag ar Mor Sioulek war ar zao-heol.
Lignez Kam en em skignaz war-zu ann Afrika ; a voplaz ann douar santel, euz a behini e oent kaset kuit gand ar bobl a Israel pa zistroaz euz ann Ejipt ; a gargaz ann teir Arabia ; hag holl vroiou ann Afrika.
Lignez Japheth a bignaz war-zu ann hanter-noz, a voplaz ann tu-ze euz ann Azia, hag a dremenaz enn Europa, dre zouar ha dre vor. Ni gret e tiskennomp euz he vap hena, Gomer, tad ar Germaned hag ar C’hallaoued.
Beteg ann amzeriou-ze, eme zant Jerom, ann tadou a-di a rene, pep hini war he lignez ; hag ann dud na anaient kend beli nemet gwir ar vistri war ho zervicherien, ha gwir ar gerent war ho bugale. Nemrod, den fir, kré, hag alouber, a zo bet ann hini kenta o vac’homi war he amezeien. Chaseour braz ha didruez, enn eur laza loened gouez, e teskas laza tud ; hag o veza dastumet eur vanden baotred krè hag hardis evel-d-han, e lekeaz hep poan da blega d’ezhan evel sujedi, karteriadou-tud, pere n’ho devoa gouiet biskoaz petra oa ober brezel. Alouberien ha brezelidi, chetu aze ho tad.