8. Kuz, mab hena Kam, a engehentaz Nemrod, pehini en em lekeaz da ober he vestr war ann douar.
9. Bez ez oa eur gwall chaseour dirak Doue ; ac’hano eo deuet al lavar-ma : evel Nemrod, chaseour braz dirak Doue.
10. Ar vestrez-kear euz he rouantelez a oe Babilon, sevel a reaz keriou all, evel Arak, Akad ha Kalanne, e douar Sennaar.
11. Asur a zeuaz euz ar c’harteriou-ze, hag a zavaz Niniv, gand he zachennou, hag eur gear all hanvet Kalé.
Hogen ar c’hefadou-tud-ze ken eget en em skigna dre ar bed, a vennaz ober kevred, eunn dra gaer bennak, da lakaat komz anezho, ha da zigas sonj anezho d’ann dud a zeuche enn ho goude, hag e savjont eunn tour huel, evel ma her gwelimp ama war lerc’h.
1. Hogen ne oa neuze war ann douar nemed eur iez hag eur memez doare da brezeg.
2. Hag evel ma teue ann dud euz a gostez ar zao-heol, e kavjont eur blenen vraz e douar Sennaar hag e choumjont enn-hi.
3. Hag e leverjont ann eil d’egile : deuit, greomp brikennou, ha poazomp-ho enn tan. Hag ho devoe brikennou e-leac’h mein, ha bituma e-leac’h pri-raz.
4. Hag e leverjont : deuit ! greomp eur gear hag
4