eunn tour, euz a behini ar bek a iello beteg ann env : ha brudomp hon hano, a-barz ma en em skignimp dre vroiou ann douar.
5. Hogen ann Aotrou Doue a ziskennaz da welout ar gear hag ann tour a zave bugale Adam.
6. Hag a lavaraz ; Chelu ne d-int nemed eur bobl, ha n’ho deuz nemet eur iez hepken : deraouet ho deuz aze eunn dra, ha na ehanint ket, ken n’ho devezo peur-c’hreat ar pez ho deuz lekeat enn ho fenn.
7. Deuit eta, diskennomp, ha kemeskomp ho frezeg enn hevelep fesoun n’en em glevint mui ann eil egile,
8. Er giz-ze e teuaz Doue d’ho skigna euz al leac’h-ze dre holl vroiou ar bed ; hag e paouezjont da zevel ho c’hear.
9. Hag evit-se eo bet hanvet ar gear-ze Babel, abalamour ma oe kemesket eno iez ann holl dud ; ha Doue ho c’hasaz ac’hano tu-ma tu-hont dre holl vroiou ann douar.
Chetu ama lignez Sem a vab hena da vab hena beteg Abraham : Sem, Arphaxad, Sale, Heber Phafeg, Reü, Sarug, Nakor, Thare : Thare en devoe tri mab, Abram, Nakor hag Aran. Aran a oe tad da Loth.
28. Hag Aran a varvaz araok Thare he dad, er vro e pehini e oa ganet, e Ur Kaldea.
29. Hogen Abram ha Nakor a zemezaz : hano greg Abram a oa Saraï ; hag hini greg Nakor a oa Melka merc’h Aran ; Aran a oa tad da Velka ha tad da Jeska hanvet er c’hiz all Saraï.
30. Hogen Saraï a oa brec’haign, ha ne devoa ket a vugale. — Neuze ann Aotrou Doue en em ziskouezaz da Abram he fried, hag a c’hourc’hemennaz d’ezhan kuitaat ar vro-ze, evit mont da Zouar Kanaan. Abram a roaz