Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
LEVR AR C’HENELIEZ.

da anaout da Dhare he dad ann urz en devoa bet digant Doue, ha Thare en em hastaz da zenti.

31. Thare eta o veza kemeret Abram he vab, ha Loth he vab bihan mab Aran, ha Saraï he verc’h kaer, greg Abram he vab, a reaz d’ezho kuitaat Ur Kaldea, evit mont gant-han da zouar Kanaan : hag o veza deuet beteg Haran, e choumjont eno.

52. Ha Thare, goude beza bevet daou c’hant pemp ploaz, a varvaz e Haran.


————
SKLERIDIGEZ.


Tour Babel, pe tour Babilon, a zo brudet e pevar c’horn ar bed. Ar baianed a gomze anezhan, pa lavarent enn ho fablennou, penaoz enn amzer gweach all, ar rampsed, pe ar jiganted, a verniaz menesiou ann eil war egile, evit kemerout dre nerz rouantelez ann env. Ann histor a lavar ivez penaoz ar c’henta den a zo bet adoret evel eunn Doue-faoz, a oe Bel, roue Babilon. Ninuz, he vap pehini a zavaz pe a vrasas ar gear a Niniv, a reaz d’he dad eunn templ hag eur bez kaer meurbed, hag a c’hourc’hemennaz d’he bobl he adori, Ar roue-ze euz a Vabilon, hanvet Bel gand ar baianed, na hell beza nemed Nemrod, ar chaseour braz-ze, pehini a oe ar c’henta oc’h ober he vestr war ann dud, hag a reaz euz a Vabilon ar vestrez-kear euz he rouantelez. Eunn den ken hardis ha ken ourgouilluz a hell a dra-zur beza bet unan euz ar re genta o lavarout : Deuit, savomp eunn tour beteg ann envou, brudomp hon hanoiou kent eged en em strei dre ar bed.

Diou zonjezon a oa e sperejou ann dud pa en em lekejont da zevel ann tour-ze. Unan, da lakaat komz anezho da virviken ; heben, d’en em zifenn ouc’h Doue he-unan, e kaz ma vije deuet c’hoaz d’ho c’hastiza dre ann diluch. Mes Doue, evit diskouez penaoz ne ket dre ann ourgouil eo e kerzer e trezeg ann env, ha penaoz e tere muioc’h d’ann dud dizarmi