Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

vi

Santel ? Hama, va eontr, mar gellann bikenn beza belek, me ho lakai e brezounek, evit ma helfot ho lenn hoc'h-unan, war ho pouez, ha sonjal enn-ho keid ha ma kerrot. —

Dalc’het am euz d’am ger ; ha va levr a gennigann d’am eontr ha d’he genseurted, holl labourerien-douar Breiz-Izel. N’oufer ket ober d’ezho kaeroc’h prezant eget lakaat etre ho daouarn ar Skritur Sakr, komzou Doue he-unan. Kristenien vad, lennit-ho gant doujanz, ha sonjit enn-ho deiz ha noz.

Ne ket gant bara hep-ken eme hor Zalver, eo e vev ann den, hogen gand ar c’homzou a zeu euz a c’henou Doue. (Sant Vaze 4,4.) Boed ar c’horf eo ar bara, komzou Doue eo boed ann ene. Kement a ezomm hon euz euz a he-man hag euz egile ; ha muioc'h zoken, pa’z eo gwir ann ene a zo prizusoc’h eget ar c'horf. Beza hoc’h euz enn ho tiez meur a levr a relijjon, great gand tud santel ha gwisiek ; hogen al levriou mad-se, ne ket ar Skritur Sakr int. Displeg a reont d’e-hoc’h kelennaduresiou ar Skritur, ho sikour a reont da boella pe da gompren lezen Doue ; mes ne ket he gomzou int. Ar Skritur Sakr, pe komzou Doue, a zo dastumet enn eul levr hanvet a Vibl, da lavarout eo, al levr dreist ann holl levriou ; al levr skrivet penn-da-benn dre urz Doue ; ann dud a skrive, mes Doue a gundue ho spered hag ho dourn ; enn hevelep doare ma’z eo pep kentel anezhan evel eul lizer skrivet d’eomp gant Doue he-unan. Al levriou all, daoust peger mad a oufent beza, a hell fazia gweach a ve, he-man na hell fazia gweach ebed. Ar skoueriou, ar c’henteliou a zo enn-hann, diskleriet hag anzavet gand hor Mamm zantel