buanegez Doue dre vuelded, eget klask en em zifenn ouc’h he wir dre venosiou foll ha didalvez, a ziskennaz, eme ar skritur, da welout labour bugale Adam, ha da ober goab anezho. Eur bobl-tud int, eme-z-han, kalz trouz zo gant-ho ; taol chanz e teuint a-benn euz ho fez-labour ; luiomp eunn tammik ho frezek, da welout ! Ha chetu hon tud gwisiek, n’hellont mui en em glevout. Ret-mad eo d’ezho lezel ho labour, ha mont pep hini enn he du. Hag ann tour a oe hanvet tour Babel, da lavarout eo, tour ar brouilleiz, tour ann hurlu-burlu. Kredi a rear penaoz kenta iez ann dud, araok tour Babel, en em viraz ato e lignez Sem ; hag a zo bet, dindan aun hano a Hebreach, prezek ar batriarc’hed hag ar brofeted ; prezek ar Spered-Santel he unan e levriou ar skritur sakr. Ann enor-ze da genderc’hel prezek ho zud-koz a zo bet evit ar c’hefad-tud ze ar paë euz he zantelez hag euz he gendalc’h enn he feiz. Rak eunn dizenor hag eunn dizeur braz eo da eur bobl koll gisiou ha prezek he dud koz ; peur-liesa ne ket war wellaat ez ear oc’h ober kement-ze. Rak-ze, Breizidi, va c’henvroiz, dalc’hit-mad d’ho Prezounek, kosa iez a brezeger hirio enn Europa ; rak ann Hebreach he-unan a zo kollet, ha n’her c’haver mui nemed e levriou ann dud gwisiek. Ni gred eo hor Brezounek ar pez a choum euz a iez ar Gelled pe ar C’hallaouet koz, bugale da C’homer map Japheth.
Meulet ra vezo Doue bepred enn he holl oberiou ! pa fell d’ann dud en em unani dre ourgouill, hag en em glevout da enebi ouc’h Doue, Doue a harz out-ho hag ho dismantr tu-ma tu-hont, o tarnaoui ho frezek. Ha pa fell d’ezhan ho gervel enn he iliz, hag ho dastum a bevar c’horn ar bed, evit na raint mui nemed eur bobl, nemed eunn tiad, nemet eur c’horf gant Jezuz-Krist, evit lavarout holl, e tigas war deodou ann ebestel ann holl ieziou-ze skignet dre ar bed, enn hevelep doare ma kleve peb unan enn ho genou, giz-prezek he vro.