Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
LEVR AR C’HENELIEZ.



PENNAD XIII.


Daël e-tre meserien Loth ha re Abraham. Disparti etre Loth hag Abraham.


1. Abram eta o tont euz ann Ejipt, hen, be bried ha kement mad en devoa, ha Loth gant-han, a bignaz war zu ar c’hresteiz da zouar Kanaan.

2. Hogen Abram a oa pinvidik braz hag enn aour hag enn arc’hant.

3. Distrei a eure dre ann hent ma oa deuet, euz ar c’hresteiz da Vethel, beteg al leac’h ma en devoa kentoc’h plantet he delt, etre Belhel hag Haï.

4. El leac’h ma edo ann aoter en devoa savet diagent, hag e reaz eno he beden da Zoue enn eur veuli he hano santel.

5. Hogen Loth pehini a oa gant Abram, en devoa ivez tropellou denved, chatal braz, ha teltou :

6. Ar c’harter ne oa ket braz awalc’h evit ma chomjent eno ann eil gand egile ; e gwirionez braz meurbed a oa ho madou, ha na hellent mui beva boutin,

7. Ac’hano e savaz tabut e-tre meserien Abram ha re Loth. Enn amzer ze ar Gananeed hag ar Pherezeed a oa o choum er vro-ze

8. Abram eta a lavaraz da Loth : Arabat eo, me ho ped, e ve dael e-tre c’houi ha me, e-tre va meserien hag ho re, rak breudeur omp.

9. Chetu ann douar holl dira-z-hoc’h, pellait diouz-in, me ho ped ; mar d-it enn tu kleiz, me zalc’ho ann tu deou ; mar choazit ann tu deou, me ielo d’ann tu kleiz.