10. Loth eta, o sevel he zaoulagad, a wellaz tro-war-dro ar vro a zo hed ar Jourden, doureet ker brao gand ar ster, a-raok ma tistrujaz Doue Sodom ha Gomorrh, hag henvel ouz ar baradoz a blijadurez, hag ouz ann Ejipt pa zeu ann den euz a gostez Segor.
11. Ha Loth a choazaz evit-han ar blenen a zo hed ar Jourden, hag en em dennaz diouc’h ar zao-heol ; evel-se en em zispartiaz ann daou gar ann eil diouc’h egile.
12. Abram a choumaz e douar Kanaan, ha Loth a ieaz d’ar c’heariou a zo war bord ar Jourden, hag a choumaz e Sodom.
13. Hogen bourc’hisien Sodom a oa tud fall meurbed, ha pec’herien vraz dirak Doue.
14. Ha Doue a lavaraz da Abram, goude ma oa dispartiet Loth diout-han : Sao da zaoulagad, ha sell diouc’h al leac’h ma emoud brema, sell war zu ann hanter-noz, hag ar c’kresteiz, war zu ar zao-heol, hag ar c’huz-heol.
15. Ar vro-ze holl pehini a welez, he rei a rinn d’id, hag d’az wenn, evit bikenn.
16. Me rai ma vezo da vugale ker stank ha poultren ann douar, mar gell eunn den bennag niveri poultren ann douar, ec’h hello ivez niveri da vugale enn da c’houde.
17. Sao, ha kerz dre ar vro-ma, a dreuz hag a hed, rag eunn devez e roinn anezhi d’id.
18. Abram eta a blegaz he delt, hag a zeuaz da choum e kichen traounien Mambre, e douar Hebron, hag a zavaz eno eunn aoter d’ann Aotrou-Doue :