gemer kuzul, enn he choaz, nemed digant he zaoulagad, ha digant ioul ar skianchou all, enebourien d’ann ene, hag e-leac’h eur baradoz a blijadurez, ne gavo nemed eur vro milliget ; skeuden ann ifern dre grimou ann dud a zo enn-hi, ha dre ar venjanz spountuz a denno Doue diout-hi. Tud iaouank, re hastet da zispartia diouc’h eunn tad hag diouc’h eur vamm vertuzuz, evit beza mestr ha heulia hoc’h ioulou fall ha mad, ho pet sonj euz ar paour-keaz Loth !
Evid Abraham Doue en em hast da baea he ober-mad hag he largentez, enn eur nevezi ar gwestlou kaer en devoa dija great d’ezhan.
1. Enn amzer-ze Amraphel roue Sennaar, Ariok roue ar Pont, Kodorlahoraor roue ann Elamited, ha Tadal roue ar boblou a ziaveaz.
2. A ziskleriaz brezel da Vara roue Sodom, da Versa roue Gomorrh, da Zennaab roue Adama, da Zeneber roue Seboina, ha da roue Bala pehini eo Segor.
3. Ann holl rouaned-ma en em zastumaz e traonien ar c’hoajou, el leac’h ema brema ar mor sall.
4. Rak epad daouzek vloaz e oant bet dindan Kodorlahomor, ha d’ann drizekved eu em denjont kuit digant-han.
5. D’ar pevarzek vloaz eta, Kadorlahomor a zeuaz, hag ar rouaued a oa gant-han ; hag e trec’hjont ar Raphaited e Astarothkarnaim hag ar Zuzisted gant-ho, hag ann Emited e Save Kariathaim.