Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
LEVR AR C’HENELIEZ.



SKLERIDIGEZ.


Netra na hell mouga ar gwir garantez e kalonn ann den mad. Mar d-eo bet Abraham glazet eunn lammik enn he galoun a zen, dre fesouniou diorbit he niz, ann traou-ze holl a zo ankounac’heat pell-zo. Ker kent ha ma klev eo kouezet Loth etre daouarn ar rouaned, he c’hoad a verv. Arma he dud, tizout he enebourien hag ho flada, a zo bet e-giz netra d’he vaillantis. Lealded, ha skoazel Doue enn eur brezel a dall nivera zoudarded.

Melkisedek, gant bara ha gwin, a zo sklear hag hanad, skeuden hor Zalver Jezuz-Krist gant ar zakrifis en deuz instituet ha kenniget d’he dad, noz kent he varo. Ann hano a Velkisedek a zinifi roue a justis ; Salem a zinifi peoc’h ; hogen Jezuz-Krist a zo galvet, e meur a leac’h dre ar skritur, hor justis-ni, roue ar peoc’h ; justus noster, princeps pacis.

Ar skritur ne ro da Velkisedek na tad na mamm, na lignez ; ha Jezuz-Krist, peleac’h ema he dad, peleac’h ema he lignez ? Ar Werc’hez sakr a zo mamm d’ezhan, netra gwiroc’h, hogen nann e fesoun ar mammou-all ; piou a oufe danevella he engehentadurez ? Da c’houzout eo, piou a hellfe lavarout d’e-omp pe-naoz eo bet en em gavet e kof Mari, ma n’en divije ket ar Spered Santel diskleriet kement-se d’e-omp.

Ar skritur na verk na ginivelez na maro Melkisedek ; rak belegiach Jezuz-Krist evel Map Doue, a zo a holl viskoaz hag a bado da vikenn. Ar veleien a dremen divar ann douar ann eil goude egile ; mes ar belek braz, ar belek ha n’euz nemet-han, a bad ato ; ar veleien ne d-int nemet ministred d’ar velegiach divin-ze.

Leun euz ar wirionez-ze, ha sklereet gant ar Speret-Santel, ar roue David enn he zalmou a gane : Juravit Dominus, etc.

Touet en deveuz c’hoaz Doue
D’he Vap, hep ne chencho he le :
C’houi eo da vikenn va belek,
Euz ann urz a Velkisedek.

Melkisedek, eme ann tadou santel, a gennigaz da Zoue da genta, evel sakrifis, ar bara hag ar gwin, hag ho rannaz goude e-tre brezelidi Abraham. Jezuz-Krist d’ar iaou-amblid, a reaz