Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
LEVR AR C’HENELIEZ.

d’he Dad ar zakrifis euz he gorf hag euz he c’hoad, dindan ann diavesiou a vara hag a win, hag hen rannaz goude e-tre he ebestel, galvet da vrezelekaat, ha da c’hounit ar bed. Hirio c’hoaz ar bara selestiel-ze ne vez roet nemet da vrezelidi Abraham ; me lavar, d’ar gristenien stard ha kalounek, gwir zoudarded d’ar feiz ; ha c’hoaz na hellont he gaout nemet goude kalz a boan hag a labour ; goude beza brezelekeat ouc’h Satan, ouc’h ar bed, ouc’h ar c’hik, ha trec’het-mad ho enebourien dre c’hras Jezuz-Krist.

Huelded a galoun ne ket ourgouil. Eur galoun nobl en em zav, nann enep Doue evel ann ourgouil, mes e-trezek Doue. Servich Doue hag he c’hloar hep ken a douch eunn hevelep kaloun. Ann traou a zo enep da enor Doue, ho disprizout a ra. Chetu aze menosiou Abraham, pa responte da roue Sodom gant komzou fir hervez ann doare, mes e gwirionez leun a feiz hag a vuelded. Eunn den enoret euz a vignonnach eur roue braz, ha karget a vadelezou gant-han, a gafe d’ezhan mankout d’ar roue-ze, o kemerout eunn dra bennak digant eunn den all, pehini ne d-eo netra e kichenn he vestr. Hogen Abraham a oa, a dra zur, mignoun Doue, hag e vignoun a galoun ; anaout a rea en devoa bet pep tra digant-han, gant ar c’haera gwestlou (promesaou) a oa great biskoaz da vap-den : Na petra oa roue Sodom e-kichenn perc’hen ann env hag ann douar ? He reuz a oa d’ezhan da ober eta, evit na hellche den nemet Doue lavarout : Pinvidikeat am euz Abraham.

E penn hon holl oberiou lekeomp ato gloar Doue ha mad hon nesa, hag e vezimp gwir vugale da Abraham.




PENNAD XV.


Ann traou a wellaz Abraham.


1. Goude-ze ann Aotrou-Doue a gomzaz ouz Abram enn eur weledigez, hag a lavaraz d’ezhan : N’az pez ket aoun, Abram, me eo da zifennour, ha da c’hobr braz meurbed.