Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
LEVR AR C’HENELIEZ.

euz hor pedennou. Ho fellaat a dleomp gant aked evel ma reaz Abraham, evit ma vezo hor zakrifis klok hag hetuz dirak Doue. Hogen ann denvalijen heuzuz e pihini en em gavaz neuze Abraham a zesk d’e-omp penaoz Doue evit amproui e wella mignouned, ho lez a wechou, enn ho fedennou memez, hep sklerijen na konfort ebed ; mes derc’hel mad a dleont ato, hag hep dale, e kavint adarre frealzidigez ha sklerijen.




PENNAD XVI.


Agar mamm da Ismaël.


1. Saraï grek Abram n’e devoa ket eta a vugale ; mes o veza ma e devoa eur vatez Ejipsianez,

2. Hi a lavaraz d’he fried : He welout a rann, Doue na fell ket d’ezhan em be bugale, kemerit va matez, marteze da vihana em bezo bugale anezhi. Abram o veza asantet da beden he c’hrek,

3. Saraï a gemeraz he matez Agar ann Ejipsianez, dek vloaz goude ma oant deuet da choum e douar Kanaan ; hag he roaz d’he goaz da eil c’hrek.

4. Beva a rejont e briedelez. Hogen Agar oc’h en em welout dougerez, a zisprizaz he mestrez.

5. Ha Saraï a lavaraz da Abram : N’oc’h ket leal em c’henver, lekeat am euz va matez etre ho tivreac’h, ha brema pa wel eo deuet da veza dougerez, e tispriz ac’hanoun ; ra varno Doue e-tre c’houi ha me.

6. Abram a respontaz d’ezhi : ho matez a zo d’e—hoc’h, grit d’ezhi ar pez a gerrot. Saraï eta o tont d’he gwana, Agar a dec’haz kuit.

7. Hag Eal ann Aotrou-Doue o veza he c’havet e