barz ar gouelec’h, e kichen eur feunteun, war hent Sur, enn eul leac’h distro :
8. A lavaraz d’ezhi: Agar, matez Saraï, a beleac’h e teuit-hu ? ha da beleac’h ez it ? Tec’hi a rann kuit, eme-z-hi, a-raok Saraï va mestrez.
9. Hag Eal ann Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhi : Distroit da gavout ho mestrez, ha plegit vuel d’ezhi.
10. Ha c’hoaz : Kreski ha kreski a rinn ar wenn ac’hanoc’h, hag ann dud a zeui ac’hanoc’h n’hellint ket beza niveret, kement a vezo anezho.
11. Ha goude : Chetu, eme-z-han, deuet oc’h da veza dougerez, ha genel a reot eur map, ha rei a reot d’ezhan ann hano a Ismaël abalamour ma en deuz Doue klevet ouz ho trislidigez.
12. Bez’ e vezo eunn den fero, he zourn savet enep ann holl, ha daouarn ann holl savet enn he enep ; planta a rei he deltou rak-enep da deltou he holl vreudeur.
13. Neuze Agar a vennigaz hano ann Aotrou-Doue pehini a gomze out-hi ; C’houi eo ann Doue hoc’h euz ma gwelet, rak, eme-z-hi, gwir mad eo em euz gwelet a-ziadre ann hini a wel ac’hanoun.
14. Rak-ze e hanvaz ar punz-ze punz ann hini a vev hag am gwel. Ar punz-ze a zo e-tre Kadez ha Barad.
15. Agar eta a c’hanaz eur map da Abram, hag he-ma hen hanvaz Ismaël.
16. C’houec’h vloaz ha pevar-ugent en devoa Abram pa c’hanaz Agar Ismaël d’ezhan.
Lamek, hervez ma hon euz gwelet, a gemeraz diou c’hrek war eunn dro, hag a zo bet tamalet war gement-ze gant ann