Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
LEVR AR C’HENELIEZ.


3. Abram en em daolaz, he c’henou d’ann douar.

4. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : Me eo ann hini a zo, ha va c’hevredigez a vezo gan-ez, ha bez’ e vezi tad da eunn niver braz a voblou.

5. N’e vezi mui galvet Abram (tad huel) ; mes galvet e vezi Abraham (tad eur bed a dud) ; dre ma em euz ta lekeat evit beza tad da eunn niver braz a voblou.

6. Kreski a rinn da wenn dreist vuzul, ober a rinn ac’hanoud penn-kef ar boblou, ha rouaned a ziskenno ac’hanoud.

7. Startaat a rinn va c’hevredigez etre me ha te, hag enn da c’houde gant ar wenn ac’hanoud a rumm da rumm, dre eunn c’hountrad peur-baduz, evit ma vezinn da Zoue, ha Doue da wenn enn da c’houde.

8. Rei a rinn d’id ha d’az vugale enn da c’houde, ar vro e pehini emoud brema Tremeniad, holl zouar Kanaan e perc’henniez da vikenn, ha bez’ e vezinn, ho Doue.

9. Doue a lavaraz c’hoaz da Abraham : mirout a ri eta va c’hevredigez, ha da wenn enn da c’houde a rumm da rumm.

10. Chetu ama ar gevredigez ho pezo da virout etre c’houi ha me, ha da lignez enn da c’houde : Ann holl baotred enn ho touez a vezo enwadet.

11. Enwada a reot ho kik evit ma vezo kement-se arouez ar gevredigez a vezo etre c’houi ha me.

12. Ar bugel a eiz teiz a vezo enwadet enn ho touez, ann holl baotred a rumm da rumm dre ma teuint ; ar zervicher ganet enn ho ti, pe brenet gan-e-hoc’h, a vezo ivez enwadet, ha kement goaz a vezo enn ho tiegez, ha pa na ve ket euz ho koad.

13. Hag ar c’hleizen-ze enn ho kik a vezo ann arouez euz va c’hevredigez peur-baduz,