Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
LEVR AR C’HENELIEZ.

zuz-Krist en deuz lekeat ar vadisiant enn he leac’h.

Hervez Sant Aogustin ann enwad evid ar baotred a oa evet eur Zakramant pehini a lame ar pec’hed orijinal. Ar merc’hed ho devoa eul lid-sakr bennag all pehini ne ket merket er skritur. Rak kredi a reer penaoz Doue a-dalek derou ar bed, a c’hourc’hemennaz ober eul lid sakr bennak war ar vugale nevez-ganet, evit ho lemel a bec’hed.




PENNAD XVIII.


Ann tri Eal e ti Abraham.


1. Hogen ann Aotrou Doue en em ziskouezaz da Abraham, e traounien Mambre, endra ma edo azezet war dreuzou he delt, ar c’hroez o veza enn he holl nerz.

2. O sevel he zaoulagad, Abraham a welaz dira-z-han hag enn he gichen, tri den. Kentre ma ho gwelaz, e redaz war ho arbenn divar dreuzou he delt, ha stouet beteg ann douar, ec’h adoraz.

3. Hag e lavaraz : Aotrou, ma em euz kavet gras dirak ho taoulagad, na dremenit ket a-biou d’ho servicher.

4. Digas a rinn eur banne dour da welc’hi ho treid, hag eunn ehanik a reot dindan ar wezen-ma.

5. Eunn tamm boed a genniginn d’e-hoc’h, da rei nerz d’ho kaloun, ha goude ez eot gant ho hent ; rak evit kement-ze, hep mar, hoc’h troet da di ho servicher. Hag e leverjont : grit e c’hiz ma livirit.

6. Hag Abraham diouc’h-tu da vont enn he delt da gavout Sara, ha da lavarout d’ezhi : Hast buhan, laka e gô tri muzul bleud fin, ha poaz d’e-omp bara didan ludu.