Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
LEVR AR C’HENELIEZ.


7. Evit hen he-unan, redek a reaz d’he dropel, kemerout a reaz eul leue tener ha kaer meurbed, hag he rei a reaz d’he vevel, pehini en em hastaz d’hel lakaat da boaza.

8. Neuze Abraham a gemeraz aman ha leaz, gant al leue en devoa lekeat da boaza, ho zervichaz dira-z-ho, hag hen he-unan a choume enn he zao enn ho c’hichen, dindan ar wezen.

9. Pa ho devoa debret, e leverchont da Abraham : Peleac’h ema Sara ho krek ? Hag e respontaz : Chetu hi aze ebarz ann telt.

10. Hag unann anezho a lavaraz d’ezhan : Distrei a rinn d’ho kwelout a-benn ar bloaz d’ar mare-ma, ho kavout a rinn beo ho taou, ha Sara ho krek, e devezo eur map. Sara o veza klevet kement-se, en em lekeaz da c’hoarzin adre ann nor.

11. Rak koz e oant ho daou, hag deuet mad war ann oad.

12. C’hoarzin a reaz eta e kuz, enn eur lavarout : Brema pa’z ounn deuet koz, ha va mestr kosoc’h c’hoaz, hag en em rei a rinn-me d’ar blijadur.

13. Hogen ann Aotrou-Doue a lavaraz da Abraham : Sara, perak e deus-hi c’hoarzet, enn eur lavarout: ha gwilioudi a rafe eur c’hrac’h evel maz ounn-me ?

14. Ha beza ez euz eunn dra bennak diez da Zoue ? Hervez am euz hel lavaret, distrei a rinn d’ho kwelout a-benn bloaz d’ar mare-ma, ho kavout a rinn leun a vuez, ha Sara e devezo eur map.

15. N’am euz ket c’hoarzet, eme Zara : he nac’h a reaz, stravillet evel ma oe. Nann, eme Doue, ne ket ann dra-ze eo, c’hoarzet hoc’h euz.

16. Pa oa savet eta ann tri den euz al leac’h ma oant,