Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
LEVR AR C’HENELIEZ.


26. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : Mar kavann e Sodom hanter-kan den just, dre gear holl, e rinn trugarez d’al leac’h holl dre’n abek dezho.

27. Hag Abraham a respontaz, enn eur lavarout : Pa’m euz eur weach toullet kaoz, e komzinn ouc’h va Doue, petra bennak n’e d-ounn nemet poullr ha ludu.

28. Petra c’hoarvezo mar’z euz pemp nebeutoc’h eget hanter-kant just ? dismantra a reot-hu kear abalamour ne vezo enn-hi nemet pemp just ha daou-ugent ? Nann, eme Doue, n’he dismantrinn ket, mar kavann enn-hi pemp ha daou-ugent.

29. Hag Abraham da gomz c’hoaz out-han : Mar bez kavet eno daou-ugent den just, petra reot-hu ? Na skoinn ket, eme Doue, abalamour d’ann daou-ugent.

30. Aotrou, eme Abraham, me ho ped, na fachit ket mar komzann ato ; petra vezo, mar bez kavet eno tregont den just ! Na rinn netra, eme Doue, mar kavann tregont enn-hi.

31. Pa’m euz eur weach deraouet, eme Abraham, me gomzo c’hoaz ouc’h va Doue : petra vezo, mar bez kavet ugent enn-hi ? Doue a lavaraz : N’he distrujinn ket dre’n-abek d’ann ugent-ze.

32. Aotrou, eme Abraham, na fachit ket, me ho ped, mar komzann c’hoaz eur weach : ha mar bez kavet dek enn-hi ? Ha Doue a lavaraz : N’he dismantrinn ket dre’n abek d’ezho ho dek,

33. Ha Doue en em dennaz kuit, pa en devoa ehanet da gomz ouc’h Abraham,hag he-ma a zistroaz d’ar gear.


————