Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
LEVR AR C’HENELIEZ.



SKLERIDIGEZ.


Ar pennad-ma a zo nnan euz ar re gaera a oufemp da lenn e levr e-bed. Gwelout a reomp da genta mndelez Abraham. Den na dremenje a-biou d’he di, hep beza pedet hag aspedet da zont tre enn-han, evit ober eunn ehan, ha kemerout eunn dra bennak. Ann deneridigez e kenver ann dud estren hag ann dremenidi a oa eunn dra natur da galoun Abraham, tremenour he-unan enn eur vro ha na oa ket he hini. Beza e tle ivez beza vertuz muia-karet ar gristenien, pa’z eo gwir n’emaomp holl war ann douar nemet evel beachourien, o klask rouantelez ann env, pehini eo hor gwir vro. Chetu perak e welomp ann ober-ze a drugarez kuzuliet ha gourc’hemennet kement e liziri ann ebestel sant Per ha sant Paol. Roit digemer ann eil d’egile a galoun-vad, eme zant Per. (I l. 4. 9.) Bezit karantezuz eme zant Paol, da zoulaji ar zent enn ho ezommou ; roit digemer enn ho ti. Na ankounac’hit ket eur vertuz ken hetuz da Zoue, rak, eme-z-han, oc’h ober kement-ze, hiniennou ho deuz bet ann eur da zigemerout Elez enn ho zi, dindan aoz tremenidi (Hebr. 13. 2.)

Ann tadou santel ho deuz kavet e-barz ann tri den-ze deuet da di Abraham, eur skeuden gaer euz ann Drinded Sakr, tri fersoun enn eunn Doue. Abraham,eme-z ho, a welaz tri, ha ne adoraz nemet unan.

Doue a lavaraz : Ha gallout a rinn-me kuza ouz Abraham ar pez az ann da ober ? Oh ! peger mad eo Doue e kenver ann dud santel he zervicherien ? Ho difenn a ra : en em rei a ra da baeamant euz ho dellidou ; diskouez a ra d’ezho he zekrejou muia kuzet ; diviz a ra gant-ho, kaloun ouc’h kaloun, evel ma rafe daou vignoun ar re denera. Hiviziken, eme hor Zalver d’he ebestel, n’ho kalvinn ket va zervicherien, o veza ne oar ket ar zervicher petra ra he vestr ; ho kervel a rinn va mignouned dre ma em euz diskouezet d’e-och ann holl draou am euz desket gant va Zad. Kaloun Abraham a zo holl da Zoue, great en deuz pell-zo ann dilez anezhi d’ezhan, ha Doue a zo deut da ober he zemeuranz enn-hi ; mar kredfenn, e lavarfenn ez euz karantelez entre-z-ho. Bezit vertuzuz hag ho pezo ivez Doue da vignoun.