Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
LEVR AR C’HENELIEZ.


Rak me oar mad e c’hourc’hemenno d’he vugale ha d’he lignez enn he choude, mirout lezen Doue. Tadou ha mammou, gwelit pegement e tall dirak Doue rei deskadurez kristen ha Skouer vad d’ar vugale.

Diskenn a rinn, ha gwelout a rinn hag hi ho, deuz great e gwirionez, hervez ar c’hri a zo savet beteg enn-oun. Bez’ ez euz e-barz ar c’homzou ze eur gentel aun dalvoudusa a oufe Doue da rei d’e-omp. Netra siankoc’h war ann douar eget ar barnedigesiou dievez, pe hep gwir abek ; ha netra na ra mui a zrouk. Eur varnedigez re hastet, oc’h penn ar gaou a ra d’ann hini war behini e tiskreder, a daol e kaloun ann hini he gra, enkrez, tristidigez, remorz, ha kement-ze aliez braz hep abek ebed. Pet gweach n’hon euz-ni ket gwelet tamallet ha koundaonet, war eur falz danevel, war eur gomz paket eun ear, war eur skeud fallaziuz, pe eunn tammik diskred, tud direbech, tud dinamm, tud vertuzuz memes, ha dellezek a bep enor ha respet ? Ann traou-ze ne arrufenn ket, mar karfemp ober, e kenver hon nesa, ar pez a reaz Doue e kenver Sodom ha Gomorrh ; rei termen d’hor buanegez, kalmijen d’hon orgouil pistiget, ha diskenn da gavout hor breur, da welout ha gwir eo ar pez a ra d’e-omp kement a boan-spered. Eunn tammik gortoz, mui a frankiz hag a lealded etre z-omp, hor mirfe diouc’h mil mouzerez, mil facheuri, hag alies diouc’h gwall aferiou. Na damallit den, eme ar Spered Santel, hep beza he zelaouet ; ha pa ho pezo klevet he gaoz ; kelennit-hen gand lealded.

N’oufenn petra da lavarout war ann diviz kaer-ze a zavaz etre Doue hag Abraham, divar benn tud Sodom ha Gomorrh. Madelez Doue hag he azaouez e kenver he zervicher mad am laka souezet ; kaloun vad Abraham, hag he c’hoant diremet da zavetei he vreudeur faziet, a ra d’in gwela ; ann emgann a welann etre justis Doue ha peden ann den santel a estlamm va spered ; ar bluen a gouez euz va dourn pa zonjann ne oe ket kavet dek den just e pemp kear-vraz, gant ar c’harteriou tro-war-dro, ha na hellaz ket Doue rei ho gras da bedennou he zervicher ! O va Doue, pet den just a zo er barrez ma ?


————