Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
LEVR AR C’HENELIEZ.

fesoun ken terrubl er bed-ma, petra vezo goude ar maro, pa vezo serret aun nor a druez.




PENNAD XX.


Ar roue Abimelek gwanet dre’n abek da Sara.


1. Abraham o veza kuiteet traonien Mambre, a ziskennaz war zu ar c’hresteiz ; choum a reaz etre Kades ha Sur, hag e oe evel tremenour e Jerara.

2. Hag e lavaraz, o komz euz Sara he c’hrek : Va c’hoar eo. Abimelek, roue Jerara, a gasaz eta d’he c’hemerout evit-han,

3. Hogen Doue en em ziskouezaz da Abimelek epad he gousk hag a lavaraz d’ezhan : mervel a reot hep dale dre’n abek d’ar vaouez hoc’h euz skrapet, rak eur pried e deuz.

4. Abimelek n’en devoa ket c’hoaz touchet out-hi, hag a lavaraz : Aotrou, ha lakaat a reot-hu d’ar maro eur bobl divlamm ha na wie netra a gement-ze ?

5. Ha n’en deus-hen ket lavaret d’in he-unan : Va c’hoar eo ; hag hi euz he c’hostez : Va breur eo ; gant eeunder a galoun, ha divlamm a-walc’h e pep fesoun, am euz great ar pez am euz great.

6. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : gouzout a rann hoc’h euz great ann dra-ze gant eeunder a galoun ; ha dre-ze em euz ho tiouallet evit na bec’hjec’h ket em enep, ha n’am euz ket ho lezet da dostaat out-hi.

7. Brema ’ta daskorit ar vaouez-ze d’he fried, rak eur profed eo ; hen a bedo evid-hoc’h, ha ne varfot ket ; mes mar na fell ket d’e-hoc’h he daskori, klevit-hen