Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/95

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
LEVR AR C’HENELIEZ.

mad, mervel a reot, c’houi, ha kement a biaou ouz-hoc’h.

8. Hag Abimelek o sevel dioc’h-tu e kreiz ann noz, a c’halvaz he holl zervicherien, hag a lavaraz d’ezho penn-da-benn ann traou en devoa klevet, hag e oent holl strafillet gant ann aoun.

9. Abimelek a gemennaz ivez Abraham, hag a lavaraz d’ezhan : petra c’heus-te great d’eomp-ni ? Nag e petra ’ta hon euz-ni manket d’id, ma’z eo falvezet d’id tenna war-n-oun ha war va rouantelez eunn drouk ker braz ? great e c’heuz d’e-omp eunn dra ha na oa ket dleet d’id ober.

10. Hag oc’h en em glemm c’hoaz eur weach, e lavaraz : er gwel a betra ec’h eus te great kement-se ?

11. Abraham a respountaz : Sonjal a riz enn oun va-unan, o lavorout : marteze n’euz ket a zoujanz Doue er vro-ma, hag e lazint ac’hanoun evit kaout va grek.

12. Hogen a-hent-all, e gwirionez bez ez eo va c’hoar, o veza merc’h vihan d’am zad ha nann d’am mamm, hag ounn demezet d’ezhi.

13. Abaoue ma en deuz great Doue d’in kuitaat ti va zad, em euz lavaret d’ezhi : ann drugarez-ma a reot em c’henver, e kement leac'h ma’z imp, c’houi a lavaro ounn breur d’e-hoc’h.

14. Abimelek eta a gemeraz denved hag ohen, mevellou ha mitizien, hag ho roaz da Abraham ; daskori a reaz ivez d’ezhan Sara he bried.

15. Hag e lavaraz ; Chetu ar vro-ma holl dira-z-hoc’h, choumit e leac’h ma kerrot.

16. Ha da Sara e lavaraz : Roet am euz d’ho preur mil fez arc’hant, evit ma ho pezo hivizikenn eur voel bepred war ho taoulagad, dirak ann dud a vezo gan-e-hoc’h, hag e kement leac’h ez eot ; hag ho pet soñj penaoz oc’h bet tizet.