Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
LEVR AR C’HENELIEZ.


17. Hogen war beden Abrabam, Doue a bareaz Abimelek, he c’hrek hag he vitizien, hag e wilioudjont evel-kent :

18. Rak Doue en devoa great brec’hagn ar mammou e ti Abimelek dre’n abek da Sara grek Abraham.


————


SKLERIDIGEZ.


Ann Aotrou-Doue a ra trugarez da Abimelek, abalamour d’he ziwisiegez ha da eeunder he galoun. Hervez lezennou ar vro-ze, Abimelek ne gave ket d’ezhan beza avoultrer o kemerout Sara da bried, enn eur he lakaat e renk he c’hragez all, pa’zeo gwir e sonje d’ezhan e oa dizemez. Mes Doue oc’h he wana, hag o c’hourdrouz zoken hel lakaat d’ar maro, a zesk d’e-omp peger grevuz eo dira-z-han ar pec’hed a avoultriach.

Ar voel a behini e komzer ama ker brao, a ziskouez d’ar merc’hed e tleont mirout bepred eur vodesti vraz, hag evesaat war-n-ezho ho-unan, pa renkont en em gavout e touez tud dianaf, ha muioc’h c’hoaz marteze pa vezont gant tud euz ho anaoudegez, ma n’emaint ket tud a zoujanz Doue.




PENNAD XXI.


Ginivelez Izaak. Agar hag Ismaël kaset kuit.
(Euz ar bed 2108. — Araok J. K : 1896.)


1. Hogen ann Aotrou-Doue a zeuaz da welout Sara, hervez ma en devoa roet he c’her hag a reaz enn he c’henver ar pez en devoa lavaret.

2. Dont a reaz da veza dougerez ha genel a reaz eur