Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/101

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

ho kefridi. Joauz e talc’hinn hoc’h hanoiou gan-en, ha joausoc’h e tiskouezinn d’e-hoc’h eun devez n’em bezo ankounac’heat hini anezho. »

Kerkent ha ma tavaz ar Prins, ar griaden a levenez : Bevet Herri ! a zilammaz euz a c’henou ann holl, ken a grenaz kastel Buschtirhad enn he bevar c’horn. Neuze ar re ho devoa eun dra bennak da rei d’ar Prins evel envor euz he vro, a dostaaz ann eil goude egile d’ho lakaat etre he zaouarn. Ann aotrou Philibaukourt a roaz d’ezhan eur vedalen aour, skoet a zevri evit derc’hel koun euz ar gouel a reent ; ann aotrou ar beskont a Nujent a stagaz d’ezhan, enn hano roealisted Paris, eur re gentrou enn aour ingrafet var-n-ezho ar geriou-ma : Frans, araok ! araok ! Ar beskont Edouard Wals a gennigaz enn hano roealisted arrondisamant Diepp, eur skeuden gaera Herri Pevar, great gant olifant, ha Sully e harz treid ar Roue he vignoun. Ann aotrou Demey a gennigaz eur c’hleze aour hag eur blumachen wenn. Goude-ze e teuaz kals prezanchou all euz a berz meur a ger vraz euz ar rouantelez. Pa oe achu al lid, ar Prins en em gollaz e mesk ar Fransizien, hag he gomzou eaz ha deread a rea plijadur d’ann holl ; mar greaz muioc’h a stad euz eur re bennak, e oe euz ann eiz vandean pere ho devoa risklet ho buez ha kollet ho frankiz, o vrezelekaat enn tu gand he vamm.


————