Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/103

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

o veza lekeat enn he c’hazetten ann danevel euz a veach ar Fransizien e Prag, ar c’houarnamant a harzaz ar c’hazetten a-Frans, hag a gasaz ann Aotrou De Jenoud dirag ar breujou braz. He damall a oa : Beza nac’het dre gement-se he wir ouz roue ar Fransizien, ha douget ann dud da derri ar vamm-lezen. Ar breujou braz na weljont ket e kement-se ar pez a felle d’ar c’houarnamant da welout, hag ann Aotrou De Jenoud a oe akuitet.

Ann Aotrou De Jenoud a lavare evit en em zifenn, penaoz diskleria he vennoz var ar fesoun da c’houarn ar vro evit ar gwella, ne oa ket eun dra noazuz e tu ebed. Enn eur vont da Brag, ar Fransizien n’ho devoa tamallet den, n’ho devoa great nemet diskoues ar venoz da behini e talc’h kals a dud, hag a zo : Kaout ar Roue dre c’hoad. Ma ho divije ar Fransizien lavaret, ec’h helle Herri V, eat enn he bevarzek vloaz, kemer ministred, sevel eur c’houarnamant, difenn paea ar gwiriou da zen nemet d’ezhan, difenn dougen ann armou nemet var he urz, neuze e vije gallet lavarout e oant eat enep ar vamm-lezen. Hogen na rejont netra enn doare-ze. Diskleria a rejont hep ken, penaoz, Charles X hag ann Duk a Angoulem o veza great dilez euz ho c’hurunen e Rambouillet, hag ann dilez-ze o veza bet skrivet hervez ar gwir var diellou ar rouantelez, Herri Duk a Vourdel a oa Roue hervez ar goad ; hag e vije d’ezhan ar gurunen e ken kaz ma teuje ar vro da c’houlenn ar Vourboned hena gant ar chenchamanchou great er vamm-lezen e 1830. Rak var ho meno, rouantelez Frans na hell padout nag ober brud nemet diazezet e ve var ann daou bost-ma :